Unaniezh Broadoù Amerika ar Su

Eus Wikipedia
Unaniezh Broadoù Amerika ar Su
Unaniezh Broadoù Amerika ar Su 2008

Unaniezh Broadoù Amerika ar Su berraet en UNASUR (spagnoleg: Unión de Naciones Suramericanas – UNASUR; portugaleg: União de Nações Sul-Americanas - UNASUL; nederlandeg: Unie van Zuid-Amerikaanse Naties - UZAN; saozneg: Union of South American Nations), a oa a-raok "Kumuniezh Amerika ar Su ar Broadoù", a zo un aozadur etregouarnamantel ennañ div unaniezh valtoutel: Kenvarc'had ar Su (Mercosur) ha Kumuniezh an Andoù evit kevanaat Amerika ar Su. Pal an aozadur eo: «sevel un identelezh hag ur geodedezh suamerikan ha kas war-raok ur rannvedva enframmet». Emañ an 12 Stad eus Amerika ar Su ennañ, gant tost da 400 milion a dud en holl.