Ulrich Zwingli

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ulrich Zwingli, poltredet gant Hans Asper - taolenn eus 1531, bremañ e Kunstmuseum Winterthur
Lazhadeg Zwingli

Ulrich (pe Huldrych) Zwingli pe c’hoazh Ulricus Zuinglius e latin (1añ a viz Genver 148411 a viz Here 1531) a voe unan eus pennoù an Disivoud protestant e Suis ha saver an Iliz Adreizhet er vro-se. En e bart e-unan e studias Zwingli ar Bibl ha disoc’hañ a reas gant soñjoù heñvel ouzh re Martin Luther a oa-eñ doctor biblicus, un den desket war ar Bibl.

Ganet e oa bet Zwingli e Wildhaus, e kanton Sankt Gallen, en ur familh tud en o aez, dezho nav a vugale. Studioù a reas e skol-veur Vienna hag e skol-veur Basel. Beleget e voe e 1506. Goude bezañ bet e meur a barrez e voe anvet e Zürich hag eno e prezegas en iliz-veur, ar Grossmünster. Tamm-ha-tamm e studias ar Bibl ha dont da anavezout mat ar Skriturioù. Gant se e teue da gavout abeg e lod eus kelennadur ar bibien. E 1522 e voe embannet gantañ Vermahnung an die zu Schwyz, dass sie sich vor fremden Herren hutend hag e 1523 Auslegen und Gründe der Schlussreden, savet gantañ evit kemer perzh en un diviz aozet gant kêr Zürich. Splann e oa e save a-enep tezennoù an eskopti. Diwar neuze e reas pep tra evit ma teuje Zürich da vezañ ur gêr a-du gant ar mennozhioù protestant.

Degemeret e voe e gelennadurezh gant tud Zürich ha gant o renerien hag en em astenn a reas an disivoud da bemp kanton all eus Suis goude, tra ma chome pemp kanton all a-du gant kredenn an Iliz Katolik Roman. Brezel a savas neuze etre ar c’hantonioù protestant hag ar c’hantonioù katolik.

Mervel a reas Zwingli en unan eus an emgannoù etrezo, e Kappel am Albis, e 1531.

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.