Ulla Tessin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
La comtesse Tessin poltredet gant Jean-Marc Nattier (1741). Mirdi al Louvre, Pariz.

Ulrika Lovisa Sparre, pe Ulrika Lovisa Tessin (1711-1768), anavezetoc'h evel Ulla Tessin, a oa ur gontez ha dimezell a enor svedat, skrivagnerez hag arzourez.

Merc'h e oa da Erik Sparre, kuzulier d'ar roue, ha Kont Sundby ha Stina Lillie.
Dimezet e voe e 1727 d'ar c'hont Carl Gustaf Tessin, diplomat, ha mont a reas da-heul he gwaz pa voe kaset da veur a vro dre Europa: Vienna 1735-36, Copenhagen, Pariz 1739-41 ha Berlin 1744.

E deroù ar bloavezhioù 1730 e kemere perzh e c'hoarivaoù Stockholm a-raok krouidigezh C'hoariva broadel en Bollhuset (1737).


Kenskrivañ a rae gant ar briñsez roueel Lovisa Ulrika, ha pa deuas ar briñsez da vout rouanez e 1751 e voe anvet Ulla Tessin da zimezell a enor.

Pa voe kaset he fried kuit e 1754 e roas he dilez. En em dennañ a reas ar c'hont Carl Gustaf Tessin hag Ulla da Åkerö.

Miret eo bet al lizhiri etre Ulla Tessin ha Lovisa Ulrika er Riksarkivet, hag he lizhiri all d'he fried ha d'he ziegezh a zo e dihellvaoù Eriksberg, Bergshammar ha Börstorp.