Uaxaclajuun Ub'aah K'awiil

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
CopanHFace.jpg
Copan St H.jpg

Uaxaclajuun Ub'aah K'awiil (anvet ivez 18 Konikl) a oa 13vet roue Copan (Xukpi e mayeg klasel), kêr-riez maya, brudet he rivinoù, hiziv e Honduras. Ren a reas eus an 2 a viz Genver 695 betek 738.

Ne ouzer ket nemeur a dra diwar-benn e vuhez met d'an 3 a viz Mae 738 e voe faezhet Xukpi gant riez Quiriguá. Gant rener ar geoded-se, Cauac Sky, e voe dibennet Uaxaclajuun Ub'aah K'awiil ha kemeret e voe e lec'h gant ur rener arall, "Marmouz a Voged" e anv.