Twm Morys

Eus Wikipedia

Barzh, soner (telenn, gitar, harmonika) ha kaner eo ar c'hembread Twm Morys, ganet e 1961. Gantañ e oa aet ar gador en Eisteddfod Genedlaethol Cymru Maldwyn a'r Gororau 2003 e Meifod gant e varzhoneg 'Drysau'. Mab eo d'ar skrivagnerez saoznek Jan Morris.

Meur a bladenn en deus graet gant ar strollad Bob Delyn a'r Ebillion. Bevet ha kanet en deus meur a vloavezh gant ar ganerez Nolwenn Korbell e Breizh hag e Kembre. Brezhoneger ampart eo ha bet eo lennour kembraeg e Skol-Veur Roazhon er bloavezhioù 90.

Er bloavezh 2007 en deus embannet barzhoniezh krenngembraek gant Yr Ustus Llwyd (XIVvet kantved) en dastumad Cyfres Beirdd yr Uchelwyr .

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Labour Twm Morris e-barzh Barry J. Lewis (gol.), Gwaith Madog Benfras ac eraill o feirdd y bedwaredd ganrif ar ddeg (Aberystwyth, 2007). Cyfres Beirdd yr Uchelwyr.