Tvashtar Paterae

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Tvashtar Paterae.

Tvashtar Paterae a zo ur rannvro menezioù-tan war Io, unan eus loarennoù Yaou. Un heuliad krateroù-menez-tan eo. Dont a ra e anv eus Tvashtar, doue hindouek ar govelioù.

E-pad meur a vloavezh e studias ar sontenn Galileo Tvashtar Paterae. E-pad an amzer-se e tislonkas unan eus ar c'hrateroù ur veradenn lava a 25 km. Ul lennad lava a darzhas er batera vrasañ hag un blumachenn a 385 km a savas a-us ar rannvro.