Turducken

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Turducken
Turducken farset gant silzig.

Turducken zo ur meuz eus Stadoù Unanet Amerika graet gant ur yar-Indez diaskornet farset gant un houad diaskornet hag a zo farset e-unan gant ur penn-yar diaskornet. Brudet eo e Louisiana dreist-holl.

Savet eo bet ar ger saoznek turducken gant tammoù eus ar gerioù "turkey" (yar-Indez), "duck" (houad) ha "chicken" (yar). Un anv all a oa moarvat a-raok d'ar meuz pa'z eo anavezet abaoe an Impalaeriezh roman.