Tud ar beuznoz

Eus Wikipedia

Implijet e vez an termen tud ar beuznoz (diwar ar saozneg: “evening people”) evit komz eus ur strollad tud en India a zo bet ganet evel paotred met a zo dibabet gante ren o buhez evel pa vijent merc'hed, oc'h en em wiskañ hag oc'h en em zerc'hel hervez patromoù sevenadurel liammet ouzh ar merc'hed.

Klotañ a rafe seurt emzalc'hioù gant an dud a reer treuzrevel anezhe hervez ar patromoù sevenadurel a denn d'ar revelezh e kornôg Europa.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.