Tuatara
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
Sphenodon punctatus
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Reptilia | ||||
| Urzhiad : | Sphenodontia | ||||
| Kerentiad : | Sphenodontidae | ||||
| Genad : | Sphenodon | ||||
|
|||||
An tuataraed zo stlejviled a denn d'ar glazarded hag a zo brosezat e Zeland Nevez. Ne chom nemet daou spesad bev hiziv an deiz en urzhiad-mañ (Sphenodontia) pa oa bras an niver anezho 200 milion a vloavezhioù 'zo. Dont a ra o anv eus ar maorieg ha talvezout a ra kement ha pikoù war e gein. Gwarezet int gant ul lezenn embannet e 1895 dre m'emaint en arvar da vont da get diwar daou abeg pennañ : o zachenn-vevañ a ya war vihanaat ha preizherien nevez zo bet degaset gant mab-den (razh Polinezia (Rattus exulans) en o zouez).
An tuataraed zo glas-gell, betek 80 cm a hirder hag 1,3 kg a bouez enno. Ur gribenn dreinek a red a-hed o c'hein, heverk gant ar pared dreist-holl. Un trede lagad zo war o fenn hag a c'heller gwelet war ar re yaouank betek an oad a 4-6 miz. Goude-se e vez goloet gant skant ha pigmantoù.
Spesadoù[kemmañ]
2 spesad tuataraed zo :