Tu-seveniñ

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen tu seveniñ (saoz.: "applicative voice") evit komz eus un tu yezhadurel pa vez treuzfurmet frammadur kevreadurel diazez ur frazenn, o tont da vezañ arguzenn amskouer ur verb gouzañver yezhadurel pennañ ar frazenn en ur ebarzhañ ar perzh amskouer e diabarzh ster ar verb.

Kresket e c'hell bezañ fiz ur verb amtranzitivel dre ouzhpennañ ur renadenn eeun, ha neuze e teu ur verb amtranzitivel da bezañ ur verb tranzitivel.

Da skouer e yagouaneg:

Tu-gra:
saduu ráviimú
"C’hwezhañ a ra ennañ"
saduu = rener trede gour; ráviimú = renadenn amskouer
Tu-seveniñ:
saduutára
ta = troad lokativel-seveniñ; diverket al lec’hiadur amskouer

Er skouer-mañ e weler splann penaos e talvez ar verb er frammadur treuzfurmet en tu-seveniñ da graer yezhadurel ar frazenn, evel en tu-gra diazez, en ur ouzhpennañ ur gouzañver/renadenn eeun , o tont da vezañ ur verb tranzitivel.

Implijet e vez seurt frammadurioù e meur a yezh, dreist-holl er yezhoù daspegel-tre, en o zouez yezhoù salichek 'zo, an oubic'heg, an ainoueg hag ar bembaeg.

Meur a zoare zo d'an tu-seveniñ hervez ar yezhoù ha diouzh ma klotont gant bep ur perzh disheñvel, da skouer evit lec’hiañ (“lokativel”; araogenn "e"), evit diswel pa vez kaset da benn stad/ober ar verb a-gevret gant unan bennak (“komitativel”; araogenn "gant"), evit diskwel e pe vod e vez kaset da benn (“instrumentel”; araogenn "dre") pe evit diskwel gant piv e vez resevet ober/stad ar verb (“benefaktivel”; araogenn "evitt").

A-wezhoù e talvez an hevelep morfem evit meur a zoare tu-seveniñ disheñvel, evel da skouer e tchitcheweg, ur yezh vantouek, pa dalvez ar morfem -ir- evit sevel an tu-seveniñ instrumentel hag ivez an tu-seveniñ lokativel.

Gant yezhoù all, en o zouez ar gandaeg, e c'heller ober gant un "eil frammadur seveniñ", anvet an "tu-seveniñ kresket" (saoz. "augmentive applied"), oc'h implijout an hevelep enger div wezh war un dro evit kemmañ ar ster.

E yezhoù 'zo e c'hell bezañ an tu-seveniñ ar frammadur yezhadurel nemetañ evit gallout displegañ seurt perzhioù yezhadurel. Da skouer, e tchagaeg, ur yezh vantouek, e ranker implijout an tu-seveniñ evit sevel frazennoù instrumentel, benefaktivel, malefaktivel ha lokativel. E yezhoù all, avat, e c'heller implijout frammadurioù seveniñ ha frammadurioù kevreadurezhel all evit evit displegañ ar perzhioù-mañ, ha neuze e talvez ar framamdur seveniñ da bouezañ war un arguzenn amskouer, pe c'hoazh, evel er yezh nez percé, evit lakaat tud da vezañ arguzennoù pennañ ar frazenn atav.

Heñvel-tre eo an tu-seveniñ ouzh an tu abegel hag e yezhoù 'zo e vezont savet an daou du yezhadurel gant an hevelep frammadur penn-da-benn.

Heñvel eo ivez ur frammadur anvet "dilec'hiadur dativel" (saoz. "dative shift") kavet e yezhoù 'zo, en o zouez ar saozneg, daoust ha ma na glota ket penn-da-benn gant an tu-seveniñ rik.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Aronoff, Mark; Kirsten Fudeman (2005). What is Morphology?. Blackwell Publishing Ltd. ISBN 0-631-20319-2. 
  • Mchombo, Sam (1998). "25: Chichewa", in Andrew Spencer and Arnold M. Zwicky: The Handbook of Morphology. Blackwell Publishers Ltd. ISBN 0-631-22694-X. 
  • Mithun, Marianne (2001). The Languages of Native North America. Cambridge University Press. ISBN 0-521-23228-7. 
  • Payne, Thomas (1997). Describing Morphosyntax: A Guide for Field Linguists. Cambridge University Press. ISBN 0-521-58805-7. 

Gwelit ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]