Trodroc'hañ
Eus Wikipedia
Trodroc'hañ Jezuz war stern-aoter an Daouzek Abostol, livet gant Friedrich Herlin e Nördlingen, e 1466.Rothenburg ob der Tauber.
Trodroc'hañ zo kement ha troc'hañ ar c'hroc'hen a zo e beg kalc'h ur paotr, hag a zo anvet ar pod-mezenn. Trodroc'hañ ar baotredigoù a vez graet e meur a sevenadur, abaoe an Henamzer, gant abegoù relijiel a-wechoù, gant abegoù yec'hed a-wechoù all.
Hiriv [kemmañ]
Hiriv an deiz e vez graet er broioù muzulman ha gant ar yuzevien dreist-holl, hag ivez, hervez an enklaskoù, war 20 % eus ar baotred er Stadoù-Unanet, er Filipinez, e Korea ar Su. E 2006 hervez an OMS, e oa 30% eus ar baotred a oa trodroc'het war an douar.
Abegoù yec'hed (phimosis) a zo ivez, ouzhpenn an abegoù sevenadurel.