Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1908
Eus Wikipedia
Dalc'het e oa bet 6vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre an 13 a viz Gouere hag an 9 a viz Eost (14 tennad-hent, 4 488 km). Gounezet e oa bet gant ar reder breizhat Lucien Petit-Breton evit an eil gwech (ha diouzh renk), 28,740 km/e e dizh keitat. Aet e oa bet ar maout gantañ en 2l, er 7vet, en 9vet, 11vet hag er 14vet ha diwezhañ tennad-hent.
Aet e oa kuit an Dro eus Pont ar Jatte (Pariz) war-du an norzh hag ar reter a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar c'hornôg : heñvel-mik eo an hentad ouzh hini 1907.
36 reder hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz war ar 110 o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.
Tennadoù-hent e Breizh [kemmañ]
- 2 a viz Eost : 11vet tennad-hent etre Bourdel (Gironde) ha Naoned ; trec'h eo Lucien Petit-Breton
Breizh. - 4 a viz Eost : 12vet tennad-hent etre Naoned ha Brest ; trec'h eo François Faber
Luksembourg. - 6 a viz Eost : loc'het 13vet hag 2l diwezhañ tennad-hent eus Brest war-du Caen (Calvados).
Renkadurioù [kemmañ]
| Rznk | Reder | Sponsor | Poentoù |
|---|---|---|---|
| 1añ | Peugeot–Wolber | 36 | |
| 2l | Peugeot–Wolber | 68 | |
| 3 | Peugeot–Wolber | 75 | |
| 4 | Peugeot–Wolber | 91 | |
| 5vet | Alcyon–Dunlop | 120 | |
| 6vet | Peugeot–Wolber | 125 | |
| 7vet | Peugeot–Wolber | 134 | |
| 8vet | Peugeot–Wolber | 142 | |
| 9vet | Alcyon–Dunlop | 153 | |
| 10vet | Bianchi | 160 |
Pennad kar [kemmañ]
|
|||||