Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1904

Eus Wikipedia
Hentad 1904

Eil Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn a voe redet e 1904, eus an 2 a viz Gouere d'ar 24.

Gounezet e voe ar redadeg gant Henri Cornet (en ur ober 96e 05' 55", 25,265 km/e e dizh keitat), goude ma oa erruet teir eurvezh war-lerc'h Maurice Garin, anezhañ ar gonideg yaouankañ betek-hen (20 vloaz).

Truchet en divije Garin hag e skipailh, evel e 1903, met koll a reas e renk en taol-mañ, evel an tri all war e lerc'h, da lâret eo Lucien Pothier, César Garin ha Hippolyte Aucouturier. Kollet e oa bet o renk gant 29 reder en holl, an holl c'hounideien tennad-hent en o zouez.

Kemeret en devoa perzh Henri Paret en Dro-mañ, anezhañ ar reder koshañ biskoazh gwelet (50 vloaz).

E degouezh Sportva ar Briñsed e oa bet degemeret nemet 15 reder diwar an 88 o devoa lakaet o anv.

Tennadoù-hent e Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renkadurioù (2 a viz Kerzu) goude an divarrekaat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renkadur hollek (1-15)
Renk Reder Amzer tremenet
war e varc'h-houarn
1 Henri Cornet Bro-C'hall Bro-C'hall 96e 05' 55"
2l Jean-Baptiste Dortignacq Bro-C'hall Bro-C'hall + 2e 16' 14"
3de Aloïs Catteau Banniel Belgia Belgia + 9e 01' 25"
4re Jean Dargassies Bro-C'hall Bro-C'hall + 13e 04' 30"
5vet Julien Maitron Bro-C'hall Bro-C'hall + 19e 06' 15"
6vet Auguste Daumain Bro-C'hall Bro-C'hall + 22e 44' 36"
7vet Louis Colsaet Banniel Belgia Belgia + 23e 44' 20"
8vet Achille Colas Bro-C'hall Bro-C'hall + 25e 09' 50"
9vet René Saget Bro-C'hall Bro-C'hall + 25e 55' 16"
10vet Gustave Drioul Banniel Belgia Belgia + 30e 54' 49"
11vet Henri Paret Bro-C'hall Bro-C'hall + 32e 18' 39"
12vet Auguste Gauthier Bro-C'hall Bro-C'hall + 33e 14' 02"
13vet Auguste Rist Bro-C'hall Bro-C'hall + 35e 01' 20"
14vet Nicolas Damelincourt Bro-C'hall Bro-C'hall + 48e 39' 03"
15vet Antoine Deflotrière Bro-C'hall Bro-C'hall + 101e 28' 52"

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]