Trivia arctica

Eus Wikipedia
Trivia arctica


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Triviidae
Genad : Trivia
Anv skiantel
Trivia arctica
(Pulteney, 1799)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


An hoc'higed-mor Europa hep pikoù a zo blotviled bihan eus Eurazia a ya d'ober ar spesad Trivia arctica. Renket int bet e-pad pell en hevelep spesad hag ar spesad all Trivia monacha hag a vev e hevelep lec'hioù. An diforc'h gwelabl etrezo o vezañ kein ar grogenn a zo hep pikoù gell teñval evel hini Trivia monacha.

Graet e vez eus outo e yezhoù tro war-dro "unspotted european cowrie" pe "false cowrie", "British trivia" (saozneg), "Europäische Kauri" pe "gerippte Kaurischnecke" (alamaneg), "gevlekt koffieboontje" (nederlandeg), "grain de café rose", "cochon", "pucelage", porcelaine puce" (galleg)[1].

Bevoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oranjez-gell eo liv mantel, proboscis, brec'helloù ha troad al loen bev. Gell-roz eo ar grogenn.

Kavet e vint etre 0 ha 100 m donder er morioù Europa. Dindan reier el lanv izel eo posupl kavout lod kuzhet. Kregin al loened marv a vez kavet a-wechoù war an draezhenn. War aodoù Breizh int dastumet ingal ha dibaoe pell.

Kigdebrerien int hag an Ascidiacea a seblant bezañ o fredoù pennañ a tebront o peuriñ anezho.

Hoc'hig-mor Europa hep pikoù

Taksonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv ar genad Trivia a dalv "boutin" hag hini ar spesad "arctica" a dalv Arktika.

Heñvelsterioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskrivet eo bet a spesad dindan meur a anv a zo aet da get :

Bulla diaphana Montagu, 1803

Cypraea arctica Pulteney, 1799

Cypraea bullata Montagu, 1803

Cypraea europaea var. minor Marshall, 1893

Cypraea norvegica Sars M., 1835

Cypraea umbilicalis O. G. Costa, 1830

Marginella anglica Leach, 1852

Trivia dorsolevigata Schilder, 1932

Trivia globulosa Locard & Caziot, 1900

Trivia hispania Cate, 1979

Trivia mollerati Locard, 1894

Implij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'int ket boued evit Mab-den, met dibaoe pell int dastumet evel objedoù brav da vezañ implijet evit kinkladurioù. Kavet eo bet troioù-gouzoug graet ganto e bez Tevieg (korfoù div vaouez bet douaret gant objedoù etre 5000 ha 7000 bloaz a-raok Jesus-Krist e Krennoadvezh ar maen) e enezenn Tevieg war gumun Sant-Pêr-Kiberen.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'ar 15 a viz Eost 2014, www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=141741, (en)