Tristan (haroz)
Eus Wikipedia
Tristan eo an haroz a weler e mojenn Tristan hag Izold, unan eus ar mojennoù a ya d'ober Danvez Breizh. Ur marc'heg eus Kernev-Veur eo, niz d'ar roue Marc'h. En em gannañ a ra gant ar Morholt, ur ramz kevrinus. Goude ez a da Iwerzhon da c'houlenn dorn merc'h roue Iwerzhon, Izold, evit e eontr Marc'h. Dre walleur e tichañs dezhañ evañ ur c'hwistantin a ra dezhañ orgediñ ouzh Izold, danvez pried yaouank ar roue kozh. Mervel a ra gant ar glac'har o krediñ eo bet dilezet gant e vuiañ-karet.