Trine

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Trine
Trine.png
Embanner Nobilis
Diorroer Frozenbyte
Stumm 1.07 (20 a viz Mae 2010)
Rummad Savenn, Puzzle-game, Birvid (c'hoari video)
Doare ar c'hoari Un pe Lies-c'hoarier
Mekanikoù Windows, PlayStation Network
Media DVD pe pellkarg
Kefluniadur Windows XP pe Vista
2.0 GHz proseser
512 MB RAM (1 GB Vista)
Radeon X800 / GeForce 6800 pe galloudusoc'h
600MB spas war ar bladenn galet.
Yezh Liesyezh
Lusker c'hoari Touchennaoueg ha logodenn, lanker


Trine a zo ur c'hoari birvidik/savenn e side-scrolling (fiñv war al ledander), a dro war PC ha PlayStation Network. Diorroet eo bet gant ar gompaniunezh finlandad Frozenbyte. Embannet eo bet ar c'hoari war PC an 3 a viz Gouere 2009. Ar stumm PSN a oa sañset bezañ embannet e miz Gouere 2009, met bugoù a zo bet dizoloet un tamm a-raok e embann, neuze ez eo bet daleet.[1] Marteze ez eo bet embannet ar 17 a viz Gwengolo 2009 evit Europa[2] ha 22 a viz Here 2009 evit Norzhamerika[3]. Ur stumm Xbox Live Arcade a zo diorroet gant Atlus.[4]
An 20 a viz Mae 2010 ez eo deuet er-maez gant ar patch 1.07 ul live nevez : Path to New Dawn.


Gameplay[kemmañ]

Ar c'hoarier a gontroll hag a gemm etre tri tudenn zisheñvel (ul laer, ur marc'heger, hag ur sorser) evit klask echuiñ liveoù. Tu zo ivez c'hoari gant tud all, ha tu zo neuze c'hoari an tudennoù er memes koulz.

Pep tudenn en deus e buhez hag e energiezh dezhañ. An energiezh a zo implijet evit armoù pe galloudoù, hag a zo adleuniet gant boutailhoù glas kavet a-dreuz al liveoù. Ar vuhez a zo adleuniet gant boutailhoù e stumm kalonoù ruz, a vez kavet o lazhañ enebourien.

Ar c'hoarier en deus ivez ul live skiant-prenet hag a zo rannet etre an holl tudennoù, hag a zo leuniet gant boutailhoù gwer kevet el liveoù. Pep 50 boutailh e vez roet ur poent da pep tudenn evit ma c'helfent gwellaat o galloudoù.

Koufroù a zo ivez dazparzhet el liveoù, gant un objed pe ur galloud eno. An objedoù a zo lakaet e sac'h an dudenn en deus dastummet anezhañ met galloud a ra ar c'hoarier cheñch plas d'an objed ha reiñ evel-se e efedoù da tudennoù all.

Bez ez eus ivez checkpoints dasparzhet el liveoù, e stumm orboù arc'hant war masoù. Ur wech tremenet war ur checkpoint, pep tudenn varv a zo adlaket da vev, ha pep tudenn dindan ul live resis a vuhez pe a energiezh a eo adleuniet betek ul live resis all, a c'hell cheñch gant objedoù ha gant al live (aes, boutin, diaes pe diaes-tre) choazet gant ar c'hoarier.

Pa varv un dudenn, rankout a ra ar c'hoarier choaz un dudenn vev all evit kenderc'hel da c'hoari al live. Ma varv an tri tudenn, kaset eo ar c'hoarier d'ar checkpoint diwezhañ m'eo tremenet, hag an holl tudennoù a zo adlakaet da vev.

An enebourien pennañ a zo skeledoù, eskell-groc'henn ha kevnid, gant bossoù a-wechoù, evel skeledoù ramzel pe krouaduroù bras all. Skeledoù 'zo a zo armet gant ur c'hleze, reoù all gant ur gwareg, reoù a c'hell bannañ tan, a reoù 'zo o deus skoedoù. Tu zo d'ar skeledoù krapat war ar mogerioù. Dañjeroù all a zo evel boulennoù lava, pikoù...

Trine a implij PhysX Nvidia evit lakaat an tudennoù hag an objedoù da fiñval en un doare tost d'ar wirionez.

Istor ha aergelc'h[kemmañ]

Lodennoù pouezus eus an istor a zo meneget aze.

Kontet eo istor Trine e doare ur gontadenn evit ar vugale, met gant un istor doare heroic-fantasy.

Kont a ra istor ur rouantelezh lakaet en arvar gant skeledoù o tont en dro eus an douar da lazahñ an dud. D'ar mare-se e tiviz ul laerez mont da laerañ un teñzor en akademiezh astral. En em gavout a ra e mod-se tri den, al laerez, ur marc'heger hag ur sorser tapet en Trine, un objed a liamm an eneoù etrezo. Klask a reont neuze kavout un doare da adkavout o c'horf dezho gant sikour memor ar sorser hag an teulioù a gavont. Kaset e vint neuze d'ober ur veaj etrezek ar vro, hag a zo aloubet gant ar skeledoù.

Tudennoù[kemmañ]

Al laerez[kemmañ]

Al laerez, Zoya

Arm al laerez a zo ar gwareg. Ar gwareg a c'hell bezañ karget o pouezhañ war ar boutoñs tagañ a raok distardañ, seul vui vez stardet ha seul pelloc'h ez aio (gant ur vevenn memestra). Implij a ra ivez al laerez ur grapin a c'hell tizhout lec'hioù e koad. Biroù boutn hag ar grapin a zo tu implij en amfin ha ne zispignont ket energiezh. En ur mare er c'hoari, al laerez a c'hello tagañ gant biroù tan, ar pezh a implij energiezh. Birouù tan a ra muioc'h a boan, a c'hell terriñ objedoù 'zo, hag a c'hell lakaat war ellum torchennoù e zonennoù teñval ar c'hoari.

Tu zo d'al laerez gwellaat e galloudoù, da lâret eo tennañ meur a viroù en un taol, ober muioc'h a boan gant ar biroù tan ha tennañ buhanoc'h.

Ar marc'heger, Pontius, o kuzhaat a-dreñv e skoed.

Ar marc'heger[kemmañ]

Armoù diazez ar march'eger a zo e c'hleze hag e skoed. Tu zo dezhañ tapout ur c'hleze tan e-pad ar c'hoari, hag a ra muioc'h a boan hag a c'hell lakaat an torchennoù. Tapout a raio ivez ur morzhol brezel. Ar marc'heger en deus ar barregezh da kemer objedoù 'zo evit bannañ anezho goude. E skoed a c'hell bezan implijet evit harzhañ tagadennoù an enebourien, bouloù tan hag objedoù ho kouezhañ.

Galloud a ra ar marc'heger ober muioc'h a boan gant e c'hleze, e morzhol pe tapout ar galloud da kargañ war an enebourien en ur implij e poentoù barregezh.

Ar sorser, Amadeus, war-sav war unan eus e blankenn. Tu zo gwellout ivez ur boest bet apedet gantañ el leiñ, a-gleiz.

Ar sorser[kemmañ]

Ar sorser a c'hell implij troioù hud evit lakaat da fiñval objedoù, galloud a ra ivez aspediñ objedoù nevez. E deroù ar c'hoari, ne c'hell ar sorser aspediñ ur voest e stumm ur c'hub. En ul lec'h er c'hoari, gounez a raio ar galloud da aspediñ ur plankenn. Ar c'hub hag ar plankenn a zo objedoù boutin, reolennet gant lezennoù ar fizik hag ar gravitadur. Ar sorser a c'hounezo goude ar galloud da aspediñ un objed nij, a denn d'ur biramidenn, hag a chom el lec'h m'eo bet aspedet, keit ha ma ne fiñv ket ar sorser anezhañ. An objedoù aspedet a servij dreist-holl da dizhout lec'hioù diaes da dizhout e mod all. Da skouer, tu zo d'implij ar plankenn evit tremen a-us d'un toull. Pep objed aspedet a implij energiezh.

Ar sorser n'eus tagadenn ebet, met galloud a ra lazhañ enebourien o lakaat da gouezhañ objedoù (aspedet pe get) warno. Tu zo dezhañ da harpañ tagadennoù oc'h aspediñ objedoù war o hent.

Tu zo d'ar sorser da vrasaat an niver a voestoù pe plankennoù aspedet war ar memes tro en ur implij e poentoù barregezh.

Alioù[kemmañ]

Ar stumm PC ha PS3 eus ar c'hoari en deus plijet dre vras d'ar choarierien, gant ur Metacritic eus 80 ha 82.[5] Trine en deus gounezet ar Gamespot's Editor's Choice award e-pad an E3 '09.[6]


Daveoù[kemmañ]

  1. http://www.gamespot.com/news/blogs/sidebar/909182374/26978747/trine-psn-delayed.html
  2. http://www.joystiq.com/2009/09/15/trine-ps3-due-this-week-in-europe/
  3. http://www.thesixthaxis.com/2009/10/02/trine-lands-stateside-on-october-22nd/
  4. http://www.siliconera.com/2009/06/08/trine-is-atlus-other-e3-surprise/
  5. http://www.metacritic.com/search/process?sort=relevance&termtype=all&ts=Trine&ty=3&button=search
  6. http://www.gamespot.com/special_feature/e3-2009-editors-choice/