Tria nomina

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

D'ar Romaned, e Roma an Henamzer, e oa teir lodenn en anv, pe tri anv, un doare-envel a oa anvet an tria nomina, hag a oa a orin etrusk, implijet gant ar batrisianed, ha goude gant ar blebeianed dre ma c'hounezent gwirioù.

Diazezet eo studi an anvioù-tud roman war an testenioù lennegel hag an enskrivadurioù war ar bezioù.

An tri anv[kemmañ]

Bez e oa ar praenomen, an nomen, hag ar c'h-cognomen.

Praenomen[kemmañ]

Da gentañ e teue ar praenomen a veze berraet pa veze un nomen war e lerc'h. D'ur paotr e veze roet praenomen un hendad, pe un anv a glote gant e c'hanedigezh: Primus evit ar bugel kentañ, Lucius « ganet da c'houloù-deiz » hag a deu eus lux, lucis (« gouloù »).

Nomen[kemmañ]

An nomen, a echu en -us/ius peurvuiañ, eo an anv-tiegezh , hini ar gens, an tiegezh ledan .

Nomen[kemmañ]

Ar c'h- cognomen — lesanv— a oa un anv personel da gentaén, met a-benn arfin e veze legadet d'ar vugale, hag e oa anv ur skourr eus ar gens. Cicero aoa ul lesanv, eus cicero, hag a deu eus cicer, « pizenn sizez » (abalamour d'un hendad a oa ouzhe zremm un darouedenn kement hag ur bizenn sisez ). Skourr tiegezh tad Neron a oa lesanvet Ahenobarbus, « barv arem » (rous eta). Kemmañ ar c'h-cognomen a c'halled e-kerzh ar vuhez. Ur jeneral hag a veze trec'h a veze lesanvet diwar anv ar bobl trec'het :