Tri Marmouz Fur

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Three Wise Monkeys,Tosho-gu Shrine.JPG

An tri marmouz fur (japaneg: 三猿, san'en pe sanzaru, pe 三匹の猿, sanbiki no saru, strizh : "tri marmouz"), a zo un arouez a ziskouez meizad an «na sell droug ebet, na glev droug ebet, na lâr droug ebet». An tri marmouz a zo Mizaru, a guzh e zaoulagad, ha ne wel droug ebet; Kikazaru, a guzh e zivskouarn, ha ne glev droug ebet; hag Iwazaru, a guzh e veg, ha ne lâr droug ebet. A-wechoù e vez ur pevare marmouz diskouezet gant ar re all; an hini diwezhañ, Shizaru, a arouez meizad anr «na ra droug ebet». Gallout a ra bezañ diskouezet o kroaziañ e zivrec'h.

Talvoudegezhioù liesseurt a vez roet d'ar marmouzed-se hag ar c'hrennlavar a zo alies lakaet asambles gant bezañs ur spered, ul lavar hag un ober mad. Er c'hornôg e vez implijet a-wechoù ar frazenn evit komz eus ar re a ra van da chom hep bezañ bet gwelet un dra direnkus.

Orin[kemmañ]

Ar vammenn he deus brudet ar c'hrennlavar a zo ur c'hizelladur eus ar XVIIvet kantved war un nor eus ar santual Tōshō-gū e Nikkō, Japan. Ar c'hizelladur e santual Toshogu a zo bet graet gant Hidari Jingoro, ha lakaet e vije bet e Kod Emzalc'h Konfusius, oc'h implijout ar marmouz en un doare da ziskouez kelc'hiad buhez mab-den. 8 panell a zo en holl, hag an tri marmouz fur a zo en eil panell. Ar preder avat a zo moarvat deuet eus Japan gant ur vojenn Tendai-Bouddhek o tont eus Sina en VIIIvet kantved (mare an Nara). Lâret ez eus bet e oa an arouezioù-mañ o tiskouez tri ger-meur skol grenn ar sektenn.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.