Trentino
Eus Wikipedia
| Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn. |
An Trentino pe Proviñs Trento en italianeg, Welschtirol en alamaneg, zo ur broviñs emren en hanternoz Italia e rannvro Trentino-Alto Adige. Anvet eo diwar anv kêr Trento, ar gêr-benn ha kreizenn sevenadurel.
Bez ez eo unan eus rannvroioù an EuroRegion (rannvro europat) Tirol.
[kemmañ] Yezhoù
Italianeg eo yezh an darn vrasañ eus ar boblañs, met komzet e vez ladineg ha tsimbreg (ur rannyezh kozh eus an alamaneg) e kornadoù zo.
[kemmañ] Kêrioù pennañ an Trentino
| Kêr | Poblañs | |
|---|---|---|
| Trento | 110.666 | |
| Rovereto | 35.231 | |
| Pergine Valsugana | 18.012 | |
| Arco | 15.649 | |
| Riva del Garda | 15.157 |
[kemmañ] Istor
Gwechall e oa ur briñselezh en Impalaeriezh santel roman, ma rene ur priñs-eskob.
Etre 1816 ha 1919 e oa e-barzh proviñs Tirol en Impalaeriezh Aostria. Degouezhout a reas gant Italia en 1919 gant feuremglev Saint-Germain-en-Laye .
|
|
|||
| Lec'hiadur en Italia | ![]() |
||
| Stad | |||
| Rannvro | |||
| Yezh ofisiel | Italianeg | ||
| Kêr-benn | Trento | ||
| Berradur | TN | ||
| Prezidant ar broviñs (presidente) |
Lorenzo Dellai | ||
| Gorread | 6 206 km² | ||
| Poblañs -Stankter |
519.800 (31.12.2008) 80/km² |
||
| Lec'hienn | Trentino | ||
