Tregont Mac'homer

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lupa romana.jpeg
Ur pennad eus an heuliad
Henroma eo ar pennad-mañ
Ar Vonarkiezh
Ar Republik
An Impalaeriezh
Impalaeriezh ar C'hornôg
Impalaeriezh ar Reter


An Tregont Mac'homer (Latin: Tyranni Triginta) a zo ur strollad a dregont a dud (un nebeut anezho a oa bugale) meneget gant Trebellius Pollio en Historia Augusta peogwir o doa klasket skrapañ an titl a impalaer e-pad ren Gallienus. N'haller ket fiziout re en Historia Augusta hag an darn vrasañ eus ar glaskourien a gred en deus an aozer empennet un nebeut anezho da lakaat keñver ha keñver enkadenn an trede kantved ha marevezh Tregont Mac'homer Aten.

O anvioù[kemmañ]

An tregont Mac'homer a zo : Cyriades, Postumus, Postumus Junior, Laelianus, Victorinus, Victorinus Junior, Marius, Ingenuus, Regalianus, Aureolus, Macrianus, Macrianus Junior, Quietus, Odaenathus, Herodes, Maeonius, Balista, Valens, Valens Junior, Piso, Aemilianus, Saturninus, Tetricus I, Tetricus II, Trebellianus, Herennianus, Timolaus, Celsus, Zenobia, Victoria (pe Vitruvia), Titus, ha Censorinus.

Al listenn-se a endalc'h :

  • Nav alouber eus ren Gallienus
  • Un alouber eus ren Decius
  • Daou alouber eus ren Claudius II ha Aurelian
  • Daou zen arall diaes da lec'hiañ
  • Tri den n'o deus biskoazh ar galloud, war a seblant
  • Pevar den n'o deus biskoazh ar galloud, kazi-sur
  • Div vaouez ha c'hwec'h bugel n'o deus biskoazh ar galloud
  • Tri anv empennet.

Hervez David Magie an nav alouber a stourme ouzh Gallienus a voe :