Trainspotting (romant)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Trainspotting a zo ur romant bet skrivet gant Irvine Welsh e 1993.Embannet eo bet gant Martin Secker&Warburg Ltd. E romant kentañ eo, hag ennañ e kont buhez ur strollad tud yaouank eus Leith (Edinburgh) hag a gas lod brasañ o amzer o kemer heroin. Dindan stumm pennadoù berr eo skrivet, hag e kejer ivez gant mignoned an harozed. An holl dudennoù a zo tapet gant un dra bennak, heroin pe traoù all. An darvoudoù kontet er romant a c'hoarvez etre kreiz ha dibenn ar bloavezhioù 1980. Lakaet eo bet ar romant da film gant Danny Boyle e 1996.

Tudennoù pennañ[kemmañ]

  • Mark "Rent Boy"/"Rents" Renton : an haroz (pe kentoc 'h an enep-haroz) eo, an hini yac'hañ ha speredekañ eus ar strollad. Heroin a dap a-benn pellaat diouzh ar gevredigezh.
  • Simon "Sick Boy" Williamson : ur mignon a-gozh da Renton. Ur paotr a blij dezhañ merc'heta eo, ha plijet-bras eo ivez gant Sean Connery. Ur sell uhel warnañ e-unan en deus.
  • Daniel "Spud" Murphy : an hini jentilañ er strollad eo. N'eo ket gwall speredek, met an holl re all a gar hag a warez anezhañ.
  • Francis "Franco" Begbie : un den feuls eo, evañ a ra kalz, amfetamin a gemer, met ne gemer ket heroin.
  • Davie Mitchell : an hini a zon e diavaez ar strollad : ne gemer tamm dramm ebet, skolveuriet eo bet. Kemm a zo en e vuhez pa zizolo en deus tapet ar SIDA.
  • Tommy Laurence : mignon da Renton abaoe o yaouankiz. Ne gemer tamm heroin ebet, met evañ a ra, speed a gemer ivez, ha dedennet-bras eo gant ar vell-droad hag Iggy Pop. Ur wech dispartiet diouzh e vignonez e stag gant an heroin, hag e dibenn ar romant en deus ar SIDA.

Temoù pennañ[kemmañ]

Welsh a laka ar gaoz war identelezh Skos, hag implij an dramm eo tem pennañ ar romant. Welsh ne ro tamm kentel ebet war ar poent-se : e dibenn ar romant e vez trubardet holl e vignoned gant Renton, hag ez a kuit da Amsterdam, en ur gas gantañ an hol argant o deus dastumet goude bezañ gwerzhet ur bern dramm. Anv a zo ivez eus an arzourien o deus levezonet Welsh hag e zoare da skrivañ : David Bowie, The Velvet Underground, Joy Division, The Pogues, Lou Reed, Frank Zappa pe c'hoazh The Smiths. Anv an dudenn anvet Mother Superior a zeu eus ar ganaouenn Happiness Is A Warm Gun, gant The Beatles.

Gwelout ivez[kemmañ]

Trainspotting

Liamm diavez[kemmañ]