Traian Băsescu
Eus Wikipedia
Traian Băsescu (ganet d'ar 4 a viz Du 1951) zo ur politikour eus Roumania bet dilennet da brezidant ar vro e 2004 ha 2009.
Goude bezañ bet ofiser a vor eo aet da vaer Bucarest eus miz Even 2000 da viz Kerzu 2004 ha prezidant Roumania abaoe an 20 a viz Kerzu 2004. Daoust m'eo bet lamet e garg digantañ etre miz Ebrel ha miz Mae 2007 eo aet ar maout gantañ adarre e dilennadegoù 2009.