Tracey Emin
Eus Wikipedia
Tracey Emin (3 a viz Gouere 1963 e Croydon, Londrez) a zo un arzourez vreizhveuriat ezel eus Young British Artists. Deuet eo a-benn da vezañ brudet a-drugarez da zaou zarvoud : reuz a savas e-pad un abadenn skinwel war Channel 4 dre ma oa mezv. Reuz a savas en-dro e 1999 pa c'hounezas Priz Turner evit he staliadur anvet My Bed : he gwele eo, gant togoù-pich bet implijet, dilhad-dindan mastaret gant gwad hag a bep seurt traoù all.
Ouzhpenn aozañ staliadurioù e sav tresadennoù, videoioù, taolennoù, dilhad, luc'hskeudennoù ha kizelladurioù. Degemeret eo bet e Royal Academy of Arts (Londrez) e miz Meurzh 2007.