Tour-tan ar Wrac'h Vras
| Tour tan | |
|---|---|
| Tour-tan ar Wrac'h Vras | |
| lec'hiadur | 48° 02' 26" N - 4° 45' 23" W |
| Bro | Breizh |
| Savet e | 1882-1887 |
| Uhelder | 26,90 m |
| Uhelder diwar live ar mor | 36 m |
| Doug ar gouloù | 18 mil mor |
| Skedoù | 3 sked gwenn, ruz ha gwer bep 12 eilenn |
| Gweladenniñ | ne reer ket |
| Annezet | n’eo ket |
| Bloaz an emgefreekadur | 1995 |
Tour-tan ar Wrac’h Vras zo un tour-tan savet war ur garreg etre Beg ar Raz hag Enez Sun.
Taolenn |
Istor [kemmañ]
E 1879 e voe divizet sevel un tour-tan eno. Daoust ma oa tostoc’h al lec’h-se d’an douar-bras eget Tour-tan ar Maen, e voe start kas al labourioù da benn, abalamour d’ar rust ma vez ar mor alies er Raz. Galvet e voe ar vicherourien a oa bet o sevel tour-tan ar Maen, un nebeud bloavezhioù abretoc’h, da zont da labourat war chanter ar Wrac’h Vras, tud eus enez Sun ar braz anezho. Pemp bloaz e padas al labour, rak ne c’halled labourat nemet d’an izelvor ha pa veze sioul a-walc’h ar mor : e 1882 e voe boulc’het ar chanter hag enaouet e voe an tour-tan evit ar wech kentañ d’ar 15 a viz Gwengolo 1887. Hervez an ijinour Fenoux, a oa e penn ar chanter, e c’halled labourat war-dro pemp miz bep bloaz, ma konted daou zevezh amzer gaer d’al loar nevez, daou zevezh all d’ar c’hresk, daou zevezh d’al loar-gann ha daou zevezh c’hoazh d’an digresk.
Betek 1995, ez ae al lampoù en-dro gant eoul-maen. Abaoe ez eont en-dro gant an tredan.
An eil tour-tan diwezhañ eus ar Stad C'hall da vezañ emgefreekaet eo ar Wrac'h Vras, e 1995. Er bloavezh-se ez eas kuit ar warded diwezhañ. Abaoe eo renet an tour-tan hag e c'houleier diouzh enez Sun.
Ur vuhez kalet [kemmañ]
Betek 1995 e veze daou ward ingal en tour-tan. Dont a rae gwarded all da gemer o lec’h - gant ma ne veze ket gwallamzer ! -, e bourzh bigi Servij an Tourioù-tan hag ar Balizennoù. Tostaat a rae ar vag d’ar c’herreg, kement ha ma c’halle, ha stlapet e veze ur gordenn dezhi gant ar baotred a oa en tour-tan. A-hed ar gordenn-se e veze kaset an dud hag ar varc’hadourezh. Pa veze rust ar mor e veze start ober kement-se hag a-wechoù oa dibosupl zoken.
Goude ar Brezel-bed kentañ e oa bet divizet mirout, evit an dud bet gloazet er brezel, postoù labour dindan ar Stad. Evel-se e voe kaset daou Gorsikad, bet gloazet o-daou, da vezañ gwarded er Wrac’h Vras, er bloavezhioù 1920. E-pad goañvezh 1925-1926 en em gavjont o-daou en tour-tan, o-unan e-pad ouzhpenn daou viz diouzh renk : ken fall e oa an amzer ma ne c’halle ket gwarded all dont da gemer o lec’h[1]. Ken faezh ha divi e oa an daou zen, ma ne oant ket evit derc’hel ar gouloù war-enaou en tour-tan. Ha kement-se a voe kaoz ma'z eas d’ar strad ar vag La Surprise, eus Pempoull, d’an 19 a viz C’hwevrer 1926. D’an 28 a viz C’hwevrer 1926, a-benn ar fin, e teuas a-benn ur pesketaer eus Plougoñv ha gward tour-tan ar Maen da dostaat d’ar Wrac’h ha da gas an daou zen kaezh betek an douar-bras. Anv a voe eus an afer er c’hazetennoù [2]. Ha rankout a reas ar gouarnamant embann un dekred da dennañ ar vicher gward en tourioù-tan diouzh listenn ar postoù labour miret evit an dud gloazet er brezel.
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Hervez ur pennad bet embannet e lec’hienn an Association Sportive Brestoise, bet tennet eus La Dépêche de Brest, 27/021926.
- ↑ Da skouer e-barzh L'Humanité, d’an 3 a viz Meurzh 1926, en ur pennad anvet Au phare de la Vieille, la relève mouvementée de deux gardiens.