Tour-tan ar Gazeg

Eus Wikipedia
Tour-tan ar Gazeg
Map
Lec’hEusa, Frañs Edit this at Wikidata
Daveennoù lec'hiañ48° 25′ 20″ N 5° 08′ 02″ W / 48.422232, -5.133864
Tour
Savet1911 Edit this on Wikidata
Emgefreekaet1991 Edit this on Wikidata
Uhelder47,5 metr Edit this on Wikidata
Uhelder diwar live ar mor42,6 metr Edit this on Wikidata
Mammenn energiezhenergiezh an heol Edit this on Wikidata
Statud gladelmonumant istorel rummet Edit this on Wikidata
Gweladenniñne reer ket
Annezetn’eo ket
Gouloù
Enaouet evit ar wech kentañ1911 Edit this on Wikidata
Uhelder fokalenn47,4 metr Edit this on Wikidata
Diraez21 mil-mor Edit this on Wikidata
Doareenn ar sinal Fl(3) R 15s Edit this on Wikidata

Tour-tan ar Gazeg[1] zo un tour-tan savet el lark da Eusa, er mervent d’an enezenn.

Savet e voe an tour-tan etre 1904 ha 1911, gant arc’hant profet gant ur madoberour anvet Charles-Eugène Potron. Emañ war ur garreg vihan anvet "ar Gazeg Kozh"[2], un 300 metr bennak diouzh douar-bras Eusa. Unan eus tourioù-tan brudet enez Eusa eo, gant hini ar C'hreac'h.

Kartenn eus enez Eusa gant an tourioù-tan

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ tour-tan ar Gazeg en un tolead arvarus, e-kreiz redoù-mor kreñv ha meur a vag zo aet d’ar strad dre eno : ur vag ha tregont a reas peñse eno etre 1888 ha 1904[3]. Brudet a-walc’h eo peñse al lestr saoz Drummond Castle, a yeas da goll e-pad an noz etre ar 16 hag ar 17 a viz Mezheven 1896, ha ma voe beuzet 258 den.

E 1904 e voe divizet gant ar gouarnamant gall lakaat sevel un tour-tan war unan eus ar c’herreg a oa er mervent da Eusa. Charles-Eugène Potron, un ezel eus ar Société de Géographie de Paris, a oa o paouez mervel, en doa legadet 400 000 lur gall evit sevel un tour-tan dre eno. Asantiñ a reas Ministrerezh al Labourioù Foran d’ar prof-se ha klasket e voe ul lec’h mat evit sevel un tour-tan heñvel ouzh hini ar Maen. Kregiñ a reas al labourioù e dibenn 1904 ha ne voent echuet nemet e 1911. Diaes e veze labourat war ar garreg, abalamour d’ar gwall-amzer, d’ar mareoù, d’ar mor rust ha d’ar c’hasennoù. Er bloavezh kentañ ne voe labouret nemet 52 eurvezh war ar chanter... Hag en e destamant en doa skrivet Charles-Eugène Potron e ranke al labourioù bezañ echuet 7 vloaz goude e varv ! Enaouet e voe an tanlec’h d’ar 15 a viz Here 1911, met ne voe echuet al labourioù diabarzh nemet 3 bloavezh war-lerc’h. Sevel a rae koust hollek al labourioù da 850 000 lur.

E miz Kerzu eus ar bloavezh 1911 e voe mastaret an tour ha faoutet ar gwerennoù. E-pad ar Brezel-bed Kentañ e voe graet labourioù evit sonnaat ha startaat an tour-tan. Evit se e voe lazhet ar gouloù etre miz Kerzu 1917 ha miz Du 1918. E 1934 adarre e voe divizet skorañ an tour war-bouez funioù metal hir staget e strad ar mor.

E miz Gwengolo 1974 e voe ur barrad gwallamzer spontus : torret e voe al letern gant un taol-mor ha redek a reas an dour en diri. Mont a reas an daou ward da gavout repu er gegin. Dont a reas tour-tan ar Gazeg da vezañ emgefreek d’ar 26 a viz Gouere 1991 hag abaoe n’eus gward ebet ennañ ken.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Mikael Madeg & Per Pondaven, Tro Enez Eusa - Renabl anoiou lehiou Kornog Goueled Leon, p. 214, Emgleo Breiz, 2004
  2. Tro Enez Eusa - Renabl anoiou lehiou Kornog Goueled Leon, p. 214
  3. Jean-Christophe Fichou, Noël le Hénaff, Xavier Mével, PHARES, Histoire du balisage et de l'éclairage des côtes de France, p. 338, le Chasse-Marée - Armen, 1999

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Romantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Henri Queffélec : Le Phare, istor sevel tour-tan ar Gazeg er mervent da Enez-Eusa dre labour « Servij an tourioù-tan hag ar balizennoù » ha karantez ur martolod eus Molenez gant ur plac'h eus Enez-Eusa. Romant embannet gant ar Presses de la Cité e 1975.
  • Henri Queffélec : La Lumière enchaînée, heuliad al levr kent, istor kreñvadur diazezoù an tour-tan. Romant embannet er Presses de la Cité e 1976.

Arnodskridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Anatole Le Braz : La terre du passé, C. Lévy, Pariz, 1901, chabistr « Parages d'Ouessant », p. 155 betek 160. da vezañ sellet e Gallica.
  • Charles Ribière : « Construction du phare de la Jument d'Ouessant », Pariz : A. Dumas, 1911, 12 p. (arroud : Annales des ponts et chaussées, 1911, vol. II).
  • Louis le Cunff : Feux de mer, André Bonne éditeur, Pariz, 1954, 254 p. ; éd. l'Ancre de marine, Sant-Maloù, 1992, 248 p., (ISBN 2-905970-44-8)
  • Jean-Christophe Fichou, Noël le Hénaff, Xavier Mével : Histoire du balisage et de l'éclairage des côtes de France, Le Chasse-Marée - Armen, 1999.
  • Philip Plisson, Guillaume Plisson ha Daniel Charles : Phares majeurs de l'arc Atlantique, Éditions du Chêne, 2002 (ISBN 2842774035), p. 190-191.
  • Jean-Christophe Fichou, Le phare de la Jument, Les Cahiers de l'Iroise, niv. 212, 2012.

Mareadegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Annales des ponts et chaussées. Lodenn 1añ. Eñvorennoù ha teuliadoù diwar-benn an arz da sevel hag evit an ijinour, 81vet bloavezh, 9vet rumm, tom I, 1911 - I, Janvier-Février, Paris, « Construction du phare de la Jument d'Ouessant », pajennoù 408 betek 417. da vezañ sellet e Gallica.
  • Le Génie civil n° 1531 d'ar Sadorn 14 a viz Here 1911, rollenn hollek sizhuniek ar greanterezhioù gall hag estrañjour, eizhvet bloavezh ha tregont, tom LIX, n° 24. « Le phare de la Jument d'Ouessant (Finistère) », page 494. da vezañ sellet e Gallica.

Sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

L'Équipier, gant Philippe Lioret e 2004, a ziskouez buhez an diwallerien tourioù-tan, hini ar Gazeg amañ. Emañ Grégori Derangère ha Philippe Torreton e-touez aktourien ar film[1].

Damwelout a reer ivez ur foto brudet eus tour-tan ar Gazeg er barr-amzer e ranndi serjant Colin Sullivan c'hoariet gant Matt Damon e film The Departed gant ar filmaozer Martin Scorsese.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Henri Heurté, emziviz gant Philippe Torreton, Versailles, 2013.