Tour-tan ar Forn (Arc'hantell)

Eus Wikipedia
Tour-tan ar Forn (Arc'hantell)
Map
Lec’hPorspoder, Frañs Edit this at Wikidata
Daveennoù lec'hiañ48° 31′ 24″ N 4° 48′ 19″ W / 48.5233, -4.8053
Tour
Savet1874 Edit this on Wikidata
Emgefreekaet1993 Edit this on Wikidata
Uhelder28 metr Edit this on Wikidata
Uhelder diwar live ar mor25 metr Edit this on Wikidata
Statud gladelmonumant istorel rummet Edit this on Wikidata
Gweladenniñne reer ket
Annezetn’eo ket
Gouloù
Uhelder fokalenn25 metr Edit this on Wikidata
Diraez24,5 mil-mor Edit this on Wikidata
Doareenn ar sinalFl(5) W 15s Edit this on Wikidata

Tour-tan ar Forn, pe tour-tan ar Fourn, evel ma vez lavaret gant brezhonegerien Goueled-Leon, zo un tour-tan savet war ur garreg diwar aod kumun Porspoder, e Bro-Leon.

Emañ an tour-tan war ur garreg anvet ar Forn, tri c’hilometr da vaez da aod Arc’hantell, dirak ledenez Sant-Laorañs. Hebiou ar garreg-se e tremen al listri a zeu eus Mor Breizh hag a ya war-zu ar c’hreisteiz dre Ganol ar Forn, etre enezeg Molenez hag an douar-bras.

E 1862 e oa bet embannet en un danevell ofisiel e vije mat sevel un tour-tan war Karreg ar Forn, zo bras a-walc’h evit-se (25 metr a dreuzkiz). Abaoe kantvedoù e tremene dre eno bigi a rae kenwerzh ar gwin, ar glaou hag al lien etre Bro-Saoz ha Spagn. Diskargañ a raent o marc’hadourezh e porzhioù Bro-Leon, e Konk, en Aber Ildud, en Arc'hantell.

E miz Ebrel 1869 e voe kroget gant al labourioù. Da gentañ e voe ret plaenaat ar garreg, abalamour d’ar vicherourien da c’hallout dilestrañ. E-pad ar goañv e voe ret paouez gant al labourioù, ken diaes e oa tostaat d’ar garreg. Adkroget e voe ganti en nevez-amzer, er bloavezh war-lerc'h, ha da gentañ e voe ret adkempenn ar chanter. Ne c'halled labourat nemet an hanter eus ar bloavezh, ken fall e vez ar mor en tolead. Un hanter-kant bennak a dud, martoloded, mañsonerien, benerien mein, kilvizien, a labouras war ar chanter-se e-pad mizioù ha mizioù, adalek porzh Arc’hantell, gant mein eztennet en Aber Ildud. E 1873 e voe echuet an tour-tan met start e oa bet al labour. E mizioù diwezhañ ar chanter e oa bet lazhet tri den pa oa bet graet peñse gant ar vag a zeue da zegas bevañs d’ar vicherourien.

Enaouet e voe an tour-tan evit ar wech kentañ d’ar 14 a viz Meurzh 1874. Adalek neuze e voe heñchet gantañ ar voraerien a yae dre Ganol ar Forn. 128 pazenn a oa en tour ; etre an traoñ hag al lein e oa ur gambr hag ur gegin evit an daou ward. Bep pemzektez e teue ur rummad gwarded all da gemer lec’h ar re gentañ. Gant un traouilh e veze savet ar bevañs eus ar vag-pourvezañ betek an tour-tan. Meur a wech e voe gwallzarvoudoù en tour-tan pe hebiou dezhañ : e miz C'hwevrer 1913 e varvas ur gward diwar analañ aezhenn an tireoul ; e miz Kerzu 1978 e varvas an daou ward pa oa deuet ar vag-pourvezañ eus Eusa, gant mor fall.

Daoust da se ez eas an tour-tan en-dro evel-se e-pad 130 vloaz, nemet etre 1942 ha 1945, rak en amzer-se e oa bet roet urzh d’e lazhañ gant an arme alaman. E miz Gwengolo 1993, goude tourioù-tan ar Maen, ar Gazeg hag ar Vein Zu, e oa bet lakaet tour-tan ar Forn da vont en-dro emgefre. Distreiñ a reas d’an douar-bras, da vat, an daou ward diwezhañ. Abaoe 2005 ez eus un aveldredanerez da reiñ tredan d’an tour-tan, ouzhpenn ar c’hefluskerioù dre c’hazeoul. Eus tour-tan Enez-Werc'h e vez pellgontrollet tour-tan ar Forn bremañ.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Louis Chauris, Construction d'un phare en mer : le Four au large d'Argenton, Les Cahiers de l'Iroise, niv. 211, 2010.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]