Tour-tan ar C'hreac'h

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Tour tan
Tour-tan ar C'hreac'h
Le Phare du Créac'h.JPG
lec'hiadur 48° 27' 33" N - 5° 07' 44" W
Bro Breizh
Savet e 1863
Uhelder 54,85 m
Uhelder diwar live ar mor 71,60 m
Hed-gwel 32 vil mor
Gouloù 2 sked gwenn bep 10 eilenn
Gweladenniñ ar mirdi hepken
Annezet ya
Bloaz an emgefreekadur

Tour-tan ar C'hreac'h zo un tour-tan el lec’h anvet « ar C’hreac’h » (ar c’hrec’h, an uhelenn), e gwalarn enez Eusa, e Breizh. Unan eus kreñvañ tourioù-tan aodoù Europa eo.

Istor[kemmañ]

  • E miz Kerzu 1863 e voe enaouet an tan kentañ e lein un tour ront 46,50 m uhelder. Anv a oa bet da sevel un tour-tan e kornôg Eusa abaoe amzer Vauban, e dibenn ar XVIIvet kantved.
  • E 1867 e voe staliet, e-kichen an tour-tan, ur bouder (korn-boud) a veze lakaet da vont en-dro gant ur manej kezeg.
  • E 1888 e voe tredanekaet ar gouleier. Hiziviken e voe taolet gant an tour-tan 2 vomm sked gwenn bep 10 eilenn. Kaset e voe al lampoù kozh da dour-tan ar Stif.
  • E 1939 e voe staliet lampoù nevez. Evel-se e teuas an tour-tan da vezañ an hini kreñvañ er bed.

Bremañ[kemmañ]

Un tour ront eo, gant savadurioù en traoñ e stumm un U. Livet eo gant bandennoù gwenn ha du a-led. Seizh den a vez o labourat e-barzh, noz ha deiz. Aleshont e vez pellgontrollet meur a dour-tan all e departamant Penn-ar-Bed.

Abaoe 1988 emañ Mirdi an tourioù-tan hag ar balizennoù er savadur a zo e-harz an tour. Meret eo ar mirdi-se gant Park Naturel Arvorig. Ne c’haller ket gweladenniñ an tour.

Ur monumant istorel eo tour-tan ar C’hreac’h abaoe 2005.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.