Tour-tan Enez-Werc'h
| Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn. |
| Tour tan | |
|---|---|
| Tour-tan Enez-Werc'h | |
| lec'hiadur | 48° 38 '24" N - 4° 34' 6" W |
| Bro | Breizh |
| Savet e | 1897-1902 |
| Uhelder | 82 m |
| Uhelder diwar live ar mor | 84 m |
| Doug ar gouloù | 27 mil mor |
| Skedoù | 1 sked gwenn bep 5 eilenn |
| Gweladenniñ | ya |
| Annezet | n'eo ket |
| Bloaz an emgefreekadur | 2010 |
Tour-tan Enez-Werc'h zo un tour-tan savet war Enez Werc'h dirak aod Lilia, e Plougerne.
Daou dour-tan zo e gwirionez war an enezennig. Unan a oa bet savet e 1845, dezhañ 33 metr uhelder, a oa bet en implij en XIXvet kantved. Unan all a voe savet etre 1896 ha 1902, hag enaouet e oa bet d'ar 1añ a viz Meurzh 1902. Uhelañ tour-tan Europa eo, gant un uhelder a 85,5 metr[1] hag an hini uhelañ er bed e-touez an tourioù-tan savet gant mein-benerezh. Gwelet e vez e c'houloù war-hed 50 km tro-war-dro. Stumm ur granenn a zo dezhañ en diavaez. Evit mont betek al lein ez eus 397 a bazennoù. Gweladenniñ anezhañ a c'haller ; evit se e ranker mont da Enez Werc'h gant ur vag, nemet e c'haller mont war droad eus an douar-bras d'an enezenn pa vez reverzhi vras.
Tredanaet e oa bet e 1956. Ur gward a oa betek an 29 a viz Here 2010. Abaoe ez eo renet a-bell, en un doare emgefre, eus tour-tan ar C'hreac'h en enez Eusa.