Toullañ muzelloù ar c'hourzh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Intimpiercing Frau aeussere.jpg

Toullañ muzelloù ar c'hourzh zo un doare toullgorferezh. Toullet e vez muzelloù ar c'hourzh evit gallout plantañ ur bravig ennañ. Toullet e c'hell bezañ ar muzelloù bras pe ar muzelloù bihan pe c'hoazh an daou war un dro, hag alies e vez staliet bravigoù a bep kenskeudennek an eil re e-keñver ar re all.

E-touez an holl zoareoù da doullañ ardivink-genel ar maouezed eo hemañ an hini a gaver an aliesañ, dreist-holl peogwir eo an hini aesañ da gas da benn.

Peurliesañ e pad hiroc'h ar maread pareañ pa douller ar muzelloù bras evit ar muzelloù bihañ, ha poaniusoc'h e vez ivez.

Staliañ a c'heller meur a zoare bravig er muzelloù bet toullet, met gwalennoùigoù e vezont peurliesañ.

Astennet e c'hell bezañ an toullañ, koulz er muzelloù bras hag er re vihan, evt staliañ enne bravigoù brasoc'h.

Un doare toullkorfadur a-vremañ eo hemañ, savet diwar bed ar sadomasocherezh er penn-kentañ ha deuet da vezañ boutinoc'h gant giz an toullkorfadur dre vras en Europa hag e Norzhamerika dreist-holl.