Toullañ frenom ar c'halc'h

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Frenulumpiercing.jpg

Un doare toullgorfañ eo ha gantañ e vez toullet ar stagell dindan ar c'halc'h.

Peurliesañ e vez staliet a-sonn war ar c'halc'h, met ral a wezh e vezont staliet war penn ar c'halc'h pe a-gostez dezhañ.

Padout a ra ar maread-pareañ etre 2 ha 5 sizhunvezh. Un toullgorfadur war-c'horre e c'hell bezañ. Met a-drugarez d'ar fed ma paree ar c'halc'h buan a-walc'h hag ivez d'ar fed m'emañ ar c'hroc'hen hepleg e vez distaolet seurt toullgorfadurioù gant ar c'horf kalz nebeutoc'h evit gant toullgorfadurioù war-c'horre boutinoc'h all .

Erbet e vez alies astenn an toull d'an nebeutañ ur miz goude m'eo pareet da vat..

Bez' e c'heller ivez kas da benn ur skalier war dre staliañ meur a doullgorfadur renk-ouzh-renk war ar frenom, klakaet a-wezhoù gant ul lorum, un hafada pe ur guiche.

Istor[kemmañ]

Hervez ul levr gantañ da ditl Die künstlichen Verunstaltungen des Körpers bei den Batta. Zeitschrift für Ethnologie (16:217-225) embannet e 1884 e veze toullet stagell ar c'halc'h gant ar bobl Timor en Indonezia evit gwellaat o buhez reizhel.

Evel meur a doullgorferezh all e veze graet gant paotred heñvelrevel da gentañ ha tud a blij dezhe ar sadomazoc'hegezh, met deuet eo da vezañ boutinoc'h abaoe m'eo deuet an toullgorferezh da vezañ ur c'hiz e sevenadur ar C'hornôg adal diwezh ar bloavezhioù 1980 ha deroù ar bloavezhioù 1990.