Toullañ a-dreuz d'ar c'halc'h

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Un doare toullgorfañ eo toullañ ul lodenn eus ardivink-genel ar baotred, ma vez toullet a-dreuz d'ar c'halc'h, peurliesañ a-serzh oc'h implijout un ampallang pe un apadravya staliet a-dreñv penn ar c'halc'h, met a-wezhoù ivez pelloc'h davet ar gousac'h.

Pa vez implijet un ampallang e vez toullet ar c'halc'h a-serzh en ur dreuziñ an eil corpus cavernosum hag egile ha neuze e c'hell gwadañ stank, dreist-holl m'eo gwell d'ar paotrr bezañ reut e galc'h evit ma ne vo ket re strizh ar varrennig da c'houde.

Pa vez implijet un ampallang avat e vez toullet ar c'halc'h war e led, en ur dreuziñ ar corpora cvernosa ivez met o chom hep treuziñ ar corpus spongiosum.

Ral a-walc'h e vez kaset da benn seurt toullgorfrezh abalamour d'ar boan hag ivez peogwir e c'hellont gwadañ stank ha d'an hir ma'z eo ar maread pareañ.