Toueg

Eus Wikipedia

Ur yezh altaek eus skourr ar yezhoù mongourek eo an toueg (tu, mongor pe mongour), komzet gant tro-dro da 90 000 den e Proviñs Reter Qinghai e Sina (1982).

Div rannyezh a zo, diheñvel a-walc'h an eil diouzh eben:

  • Hudjoueg (huzhu)
  • Minheueg (minhe)

Sañset eo pell-kenañ homañ diouzh an holl yezhoù mongolek all.

Ur yezh dre gomz eo an toueg nemetken hag implijet e vez pe ar sinaeg pe an tibeteg da yezh dre skrid.


Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.