Tomoe Gozen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An dudenn mañ a zo dibarr a-fed kadourien (Bushi) 'barzh istor ha sevenadur bro Japan rak ne vez ket ur paotr anezhañ met ur plac'h. Dimezet gant Minamoto no Yoshinaka, ne chome ket Tomoe er ger da c'hortoz e gwaz. Pell alese,heuliañ a rae e gwaz war an tachennoù emgann met kemer a rae perzh ivez. Gant un Naginata ( Doare "falc'h" Japanaat) e vez hi war tachenn an emgann. O kaout nerzh yac'h ha kalon e vez anzavet gant an holl gadourien ( Bushi) kamaladed pe enebourien. E gwaz, Minamoto no Yoshinaka, breur Yoritomo ha Yoshitune a oa ur jeneral lemm. Dre ma oa lemm betek re hervez e vreudeur e vezo muntret ganto. Tomoe Gozen a baouez goude-se gant emgannañ hag a ya da leanez Bouddhist. Krog e oa ar vojenn da emledañ ha lakaet e vezo e buhez da bezhioù-c'hoari . Tomoe Gozen a vez adkaet aliese kerz gouel Jidaï Matsuri e Kyôto d'an 22 a viz Here.