Tommaso d'Aquino

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Tomaz Akin[1], Tommaso d'Aquino (italianeg), pe Thomas Aquinas (latin), lidet evel ur sant ha Doktor an Iliz gant an Iliz katolik roman a zo bet un doueoniour hag ur prederour italian eus ar re bouezusañ. Graet e vez tomazouriezh eus ar c'helenn doueoniel ha prederouriezhel a gaver e skridoù meur a brederour.
Ganet eo bet e kêriadenn Roccasecca e-kichen Aquino e Rouantelezh Naplez e 1228 ha marvet eo bet e 1274 en abati Fossanova nepell diouzh Latina. Ken reizh e oa e vuhez ma veze graet an Doktor Ael eus outañ. Lidet eo e gouel d'an 28 a viz Genver 1274.

Buhez[kemmañ]

Mont a reas da zominikan war-dro ar bloavezh 1240 ha studiañ a reas en abati Monte-Cassino hag e Naplez. Eno e veze studiet ar brederourien arab. Mont a reas da studiañ e Kölln hag e Pariz e-lec'h ma voe stummet gant sant Alberzh meur. Evel mestr doueoniour e roas kentelioù e Pariz, Roma ha Naplez. Mervel a reas pa oa war hent Sened-Iliz Lyon.

Preder[kemmañ]

Klask a ra Tommaso d'Aquino sevel ul liamm etre ar Poell hag ar Feiz. Evitañ ha pa vefe ar brederouriezh urzhiet hervez ar Poell ne c'hell ket bezañ er-maez eus an douenoniezh, houmañ dindan urzh an Diskuliadur. Un diforc'h a ra etre an douenoniezh diskuliet ha ne c'hell ar Poell nemet prouiñ n'eo ket dibosupl an dogmoù pennañ (an Drinded, Kelenn krouidigezh ar bed) hag un douenoniezh naturel ha ganti e c'hell ar Poell diskoachañ gwirionezoù evel ar pemp moaien a zo da brouiñ (hervez an doueoniourien) bezañs Doue.
E 1879, dre embann al lizher-meur Aeterni Patris e tisklerias ar pab Leon XIII e stalie an domazouriezh evel maen-stur ar c'helenn katolik.

Oberennoù[kemmañ]

  • Quaestiones disputatae (Dalc'hioù arguzennet)
  • De ente et essentia (Boud hag ezvezout)
  • Summa contra Gentiles (Holladenn a-enep ar Baganed)
  • Summa Theologiae (Holladenn an Douenoniezh)

sellout ouzh[kemmañ]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. Gw. Buez ar Zent gant an aotrou Marigo, 1927, p.149.