Tombé (barrez)

Eus Wikipedia

E barrez klasel ec'h implijer an termen échappé evit deskrivañ ur fiñvadenn ma an dañser(ez) gant ur coupé dirak ha neuze, goude astenn ar c'har betek ar pevare emstumm avant evit ur tombé en avant ("dirak"), betek an eil emstumm evit ur tombé à la seconde ("a-gostez") pe betek ar pempvet emstumm evit ur tombé en arrière ("a-dreñv"). Neuze e kemm pouez ar c'horf war ar c'har astennet, lakaet war al leur en ur plié don. Reut emañ ar c'har oberiant (an hini o fiñval) neuze, ha savet un tammig diwar al leur.

A-hendall e c'heller kas da-benn an tombé hep ar coupé er penn-kentañ, o vont betek ar pevare emstumm war-eeun adalek ar pempvet emstumm gant un tamm lammig en ur risklañ.

Alies e vez kaset da-benn ar fiñvadenn-mañ a-raok ur pas kaset da-benn en ur vont war-raok, da skouer ar pas de bourrée.