Tityos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Apollon ha Tityos, pélikè attek gant dremmoù ruz, livet gant Polygnot, v. 450440 kent. JK, mirdi al Louvre


Tityos (Τιτυός / Tituós e gregach) a oa ur Ramz, mab da Elara, unan eus mestrezed Zeus, a rankas kuzhat ouzh Hera, gwreg Zeus, pa voe deuet ar c'houlz dezhi da wilioudiñ, ma c'hanas he mab dindan an douar. A-wechoù neuze e lavarer e oa mab da Elara ha da c'h-Gaia war un dro.

Tad e oa ivez da Europa (ha n'eo ket Europa, merc'h Agenor).

Iset e oa gant Hera, pa glaskas gwallañ Leto ha lazhet e voe gant Apollon hag Artemis. D'e gastizañ e voe kaset da Hades ha boureviet gant daou vultur a veze o tebriñ e avu. Ar jahinerezh-se a zo da dostaat ouzh hini Prometeus.