Tiresias

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Tiresias dirak Odisseüs e-pad an aberzh , Heinrich Füssli, 1780-1785, Graphische Sammlung der Albertina (Vienne)

Tiresias (Τειρεσίας Teiresías e henc'hresianeg) a oa un diouganer dall eus Tebai hervez mojennoù Hellaz kozh. Eñ ha Kalc'has eo an diouganerien brudetañ e mojennoù Hellaz. Brudet eo evit e varregezh da ziouganañ an darvoudoù hag abalamour ma oa cheñchet e maouez e-pad 7 vloaz. Mab e oa da Everos, a oa mab d'ar Spart Oudaios, ha d'an nimfenn C'hariklo. Teir merc'h en doa: Manto, Historis ha Dafne.

Orin an donezon[kemmañ]

Tiresias ne oa ket ganet diouganer anezhañ, na dall kennebeut. An doueed zo kaoz, met meur a vojenn disheñvel zo .

Kouronkadenn Atena[kemmañ]

Hervez stumm Ferekides Aten, heñvel ouzh hini ar Biblioteke savet gant ar Pseudo-Apollodoros, en em gavas Tiresias, pa oa krennard, gant Atena a oa o kouronkañ en noazh e feunteun Hippokrenes war ar Menez Helikon. Droug a savas en doueez werc'h a fellas dezhi kastizañ ar c'hrennard : « Atena a lakaas he daouarn war e zaoulagad ma vanas dall »[1].
Pendeogwir e oa mamm Tiresias, an nimfenn C'hariklo, unan eus an doueed ec'h aspedas Atena da zaskor ar gweled d'he mab. Nac'hañ a reas an doueez met mat e voe dezhi skañvaat un tamm bec'h ar c'hastiz. « Glanaat dezhañ e zivskouarn a reas, ma c'hallas kompren yezh an evned ; goude e roas dezhañ ur vazh koad-korn, ma c'hallfe kerzhout evel an dud a wel sklaer »[2]. Atena a roas dezhañ ivez ur vuhez hiroc'h evit ar re all hag ar galloud da viret e zonezonoù en ifernioù.

Kavout a reer ar stumm-se eus ar vojenn ivez e skridoù Kallimac'hos Kirene[3] hag en hini Nonnos Panopolis[4].

Treuzfurmadur Tiresias[kemmañ]

Dont a ra eil stumm mojenn Tiresias eus Ovidius. Pa oa Tiresias o pourmen er c'hoadoù e tirenkas gant e vazh div naer oc'h en em barañ. Kerkent e oa treuzfurmet e maouez. Tiresias a zalc'has ar stumm-se e-pad seizh vloaz. An eizhvet bloavezh avat e welas ar memes naeron oc'h en em barañ adarre. « Mard eo bras a-walc'h ho kalloud pa vezit gloazet, emezañ, da cheñch naoutur hoc'h enebour ez an da skeiñ ganeoc'h un eil gwezh. »[5]. Hag evel-se e vije deuet Tiresias da vezañ ur gwaz adarre.

Pa lavaras Zeus e kemere ar maouezed muioc'h a blijadur evit ar wazed pa vezent o c'hoari ha pa zalc'has e bried Hera ar c'hontrol, an doueed a c'houlennas ali Tiresias a oa bet hag ur vaouez hag ur gwaz. Tiresias a yeas a-du gant Zeus. Hera, « brouezet muioc'h evit na zeree diwar-benn un danvez ken skañv all, a gondaonas daoulagad he barner da'n deñvalijenn da viken »[6]. Zeus ne c'halle ket mont a-enep diviz Hera, met da gempouezañ dallentez Tiresias e kinnigas dezhañ an donezon da welet an amzer da zont hag ur vuhez hir keit ha seizh remziad tud.

Hervez Biblioteke ar Pseudo-Apollodoros e tanevell Hesiodos un istor heñvel en e oberenn.

Ar plac'h yaouank hag Apollon[kemmañ]

Skrivet e oa stumm diwezhañ ar vojenn gant an eskob Eustatios Tessalonike en XIIvet kantved en e oberenn diwar-benn an Odisseia ma ra anv eus un istor kontet gant Sostratos. Er vojenn-se, a oa e orin en ur c'hlemmgan hellenadek, e vije bet Tiresias ur plac'h pa oa ganet. Pa oa plac'h yaouank e dedennas Apollon, hag an doue, en eskemm eus he c'harantez, a gelennas ar sonerezh dezhi. Koulskoude, ur wezh deuet en oad, Tiresias a roas e sac'h da Apollon. Treuzfurmet e oa neuze e gwaz gant an doue a-benn ma vevfe d'he zro galloud an doue Eros.

Aadalek ar c'hentañ treuzfurmadur-se ha goude bezañ bet tredeogez an tabut a oa savet etre Zeus hag Hera diwar-benn ar blijadur bevet gant ar wazed hag ar maouezed, Tiresias ne vije ket tremenet nebeutoc'h evit c'hwec'h gwezh eus ur reizh d'egile.

E vuhez[kemmañ]

Diouganoù graet evit Herakles[kemmañ]

Liammet eo Tiresias gant Beotia, ha gant savidigezh Tebai m'en dije tremenet ar pep brasañ eus e vuhez. Paosanias en deus deskrivet al lec'hioù disheñvel a zalc'he ar soñj eus e vuhez en eil kantved goude J.-K.[7]. Apollodoros[8], diouzh e du, a zanevell e oa goulennataet an diouganer gant Amfitrion abalamour da zizoleiñ an « toueller » en doa kousket gant e wreg e-keit ha ma oa e lec'h all, en ur gemer e neuz. Daou varzh bras, Pindaros ha Teokritos, o deus meneget roll an urisinour Tiresias da vare ganedigezh ar gouron Herakles.

Ar c'hentañ Nemeaenn savet gant Pindaros a oa aozet da veuliñ an hini a oa aet ar maout gantañ en ur redadeg kirri e c'hoarioù Nemea : keñveriet e oa e berzhioù mat hag e furnez ouzh hini Herakles. Danevell a ra an aozer e vuhez vurzhudus. Goude kurioù kentañ ar babig a voug an naeron kaset gant Hera fuloret, Amfitrion, leztad marvel Herakles, souezhet ha nec'het gant e nerzh hag e galon divoas, a c'houlennata e amezeg illur Tiresias. Diouganiñ a ra hemañ tonkat an hanterzoue, e gurioù da zont, hag an divarvelezh a zo prometet dezhañ e-kichen e dad, Zeus[9].

Teokritos, en e 24vet edilleia, goude bezañ kontet kur kentañ an haroz yaouank, a veneg diougan e c'hlod da zont gant an urusinour Tiresias[10].

Diouganer ofisiel Tebai[kemmañ]

Kavout a reer e trajediennoù eus Henc'hres pennadoù all eus buhez Tiresias. An holl avat a zeu eus ar prantad m'en deus an diouganer ur roll ofisiel e keoded Tebai. Ar c'hentañ darvoud danevellet a gaver e trajedienn Euripides anvet Ar Bakanted. Danvez ar pezh-c'hoari zo anezhañ diazezadur feuls azeulerezh Dionisos e Tebai. Tiresias zo unan eus ar re nemetañ a ya a-du gant an doue nevez[11]. Kontet eo an darvoud-se gant Nonnos Panopolis ivez en e Dionisiaka er Vvet kantved goude J.-K.[12].

Anv a zo eus Tiresias ivez er pezh-c'hoari Oidipous roue savet gant Sofokles. Skoet eo bet Tebai gant ar vosenn, pevar rummad goude mare Ar Bakanted. Kreon , breur-kaer Oidipous, a gas gantañ respont orakl Delfi, a ziskuilh e ranker glanaat ar saotr taolet war ar geoded gant muntr ar roue kozh Laios. Goulenn a ra Oidipous gant Tiresias diskuliañ ar muntrer. Nac'hañ a ra an urusinour a-grenn respont da c'houlennoù ar roue avat. Sevel a ra un tabut taer etrezo a lako anezhañ da ziskuliañ, en un doare dieeun, orin gwirion saotr Tebai hag ar gourdrouzoù bras a c'hallfe skeiñ gant Oidipous[13].

Danevellet eo heuliad an istor-se er pezh anvet Ar Fenikianezed a oa savet gant Euripides. Ur wezh Oidipous kaset diwar e dron, e vibien Eteokles ha Polineikes a ziviz rannañ ar galloud etrezo, pep hini anezhe a reno war Tebai a bep eil e-pad bloaz. Mallozhet int bet gant Oidipous avat en deus gouestlet anezhe da lazhañ an eil egile, abalamour m'o doa bac'het anezhañ er palez. Tarzhañ a ra an diemglev etreze kerkent hag ar bloavezh kentañ : Eteokles, un tirant, a nac'h rentañ an tron d'e vreur. Polineikes, gant skoazell ar seizh penn, a laka seziz war e geoded dezhañ. Gounit a ray Tebaiiz ar brezel a-drugarez da ziouganoù Tiresias a zisplego e ranker aberzhiñ mab Kreon, Menoikeus da gaout an trec'h[14].

Trec'h eo Tebai war ar sezizerien met daou vab Oidipous a lazh an eil egile. Kreon a zeu da vezañ roue ar geoded hag a ziviz neuze e vo beziet Eteokles en un doare lidek, difenn a ra avat interiñ an « treitour » Polineikes, hervez an urzhioù roet gant Eteokles a-raok mervel. Antigone, harozez ar pezh-c'hoari gant Sofokles er memes anv, a dal ouzh an difenn dre zoujañs ouzh an enorioù sakr a ranker da rentañ d'ar re varv ha goleiñ a ra ar c'helan a zouar en ur seveniñ al lidoù-kañv. Tiresias a glask lakaat Kreon da zoujañ ouzh lezennoù divrall an doueed. Koulskoude e sav buan droug en tirant rak ar pezh zo diskuliet gant Tiresias. Klask a ra an diouganer lakaat Kreon da zistreiñ d'ar skiant vat ha diskouez a ra dezhañ ar pezh a c'hourdrouz anezhañ. Kreon avat a respont gant kunujennoù. Mont a ra an urusinour kuit neuze en ur ziouganañ ar c'hastizoù a zeuio a-berzh an doueed[15].

Marv Tiresias[kemmañ]

Holl ar skrivagnerien zo a-du da lâret e varvas an diouganer pa oa kemeret Tebai gant an Epigoned, mibien ar seizh penn o doa kemeret perzh e kentañ seziz ar geoded. Hervez ar Pseudo-Apollodoros[16] e vije tec'het an urusinour er-maez eus ar geoded gant an Debaiiz a oa chomet bev, hag e oa chomet a-sav gante e-tal ar stivell Tilfoussa. Aet e vefe an den kozh da anaon eno abalamour m'en doa evet dour yen eus ar stivell. Paosanias[17] a zisklêr e oa serret an urusinour hag e verc'h Manto, hag a oa chomet e diabarzh ar geoded, gant Argianed a zivizas kas anezhe da Zelfi, d'o c'hensakriñ da Apollon. Abalamour ma oa re oadet evit ober ar veaj-se e vije marvet Tiresias e-kichen stivell Tilfoussa. Un arroudenn eus ar Melampodiezh savet gant ar Pseudo-Hesiodos a ro ar bedenn ziwezhañ a vije bet distaget gant an urusinour da Zeus. Anv a ra peurgetket eus e ouiziezh hag eus e vuhez a-hed seizh remziad, ar pezh a gadarna an donezon lakaet war gont Athena gant Kallimac'hos Kirene.

Tiresias en Ifernioù[kemmañ]

Odisseüs en ifernioù a c'houlennata spered Tiresias, krater e stumm ur c'hloc'h eus Lucania savet gant liver Dolon, IV kantved kent J.-K., kambr-studi ar medalennoù, Levraoueg vroadel Bro-C'hall

Ar pezh en deus skrivet Kallimac'hos en deus desket dimp en doa resevet Tiresias ar galloud dreistnaturel da viret e spered goude e varv. Abalamour da se ez eo lakaet da zont en-dro eus rouantelezh ar re varv gant Odisseüs, en Odisseia, rak e ziougan a oa an doare nemetañ, evit mab Laertes, da c'hoût penaos distreiñ d'ar gêr. Diouzh alioù Kirke e kas Odisseüs da benn an evadoù-kinnig hag an aberzhioù ret da vont e darempred gant anaon ar re varv. Gwad an anevaled aberzhet a ver er foz a laka anaon ar re varv da zont eus an ifernioù da evañ anezhañ. Ret eo da Ene Tiresias evañ da gentañ rak mod all e vefe re niverus an anaon ha ne c'hallfe ket Odisseüs selaou e gomzoù. Kirke a ra anv anezhañ evel « an dall n'en deus kollet mann eus e spered »[18], e-skoaz an eneoù all zo sellet oute evel « pennoù dinerzh ar re varv »[19]. Tiresias zo deskrivet « o terc'hel gantañ en e zorn ur vazh aour »[20], evel un arouez eus ar galloud en deus.

A-drugarez d'e c'halloud e c'hall lâret da Odisseüs ar pezh o deus divizet an doueed ha diouganañ dezhañ ar gripedoù a ranko treiñ diwarno e-doug e veaj d'ar gêr. Goude bezañ displeget an abeg eus kasoni Poseidon a oa sachet warne abalamour m'o doa dallet e vab ar c'hiklop, an diouganer a ro e alioù, en o mesk doujañ kousto pe gousto ouzh tropelladoù Helios. En tu all da se e lavar da'r gouron ne echuo ket e avanturioù gant lazhadeg ar bleustrerien a zizenor e balez. Ret e vo da Odiseüs mont kuit en-dro betek ma kavo ur bobl na anavez ket ar mor hag aberzhiñ da Boseidon eno. Koulskoude, daoust da skoazell Kirke ha Tiresias, ne zeuio nemet Odisseüs a-benn da achap da c'hripedoù Enez Helios, ma kollo e geneiled holl o chañsoù da zistreiñ da Itaka. Odisseüs hepken a zistro en enezenn, hag a zanevello da Benelope e emgav iskis gant an diouganer marv[21].

Notennoù[kemmañ]

  1. Apollodoros III, 6, 7
  2. Apollodoros III, 6, 7
  3. Meulgan V, Evit kouronkadenn Pallas, 120-130
  4. Les Dionysiaques, V, 337)
  5. Ovidius Metamorphoses, III, 316-338
  6. Metamorphoses, III, 316-338
  7. sellet ouzh al levrenn IX Beotia, da skouer e 16, 1 ; 18, 4 ; 19, 3
  8. Apollodoros, II, 61, 8-9
  9. Nemeaennoù I, v. 65-72
  10. Idylle XXIV, sellet ouzh ar gwerzennoù 63-102, peurgetket
  11. Gwerzennoù 170-369 [1]
  12. Kan XLV, v. 52-218
  13. 297-462 [2]
  14. Ar Fenikianezed Gwerzennoù 834-959
  15. Antigone, Gwerzennoù 988-1098
  16. Bibliothèque, III, 84
  17. IX, 33, 1
  18. Odisseia, X, 492
  19. Odisseia, XI, 29
  20. Odisseia, XI, 90
  21. XXIII, 323