Tindareos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Tindareos (en henc'hresianeg Τυνδάρεως Tyndáreôs) a oa roue Sparta e mojennoù Hellaz kozh.

Mab e oa da Oebalos (pe Perieres) ha Gorgophone (pe Bateia).

Ur breur en doa Tindareos, anvet Hipokoon (Ἱπποκόων). Hennezh a gemeras ar galloud hag a gasas Tindareos kuit eus ar vro. Repu a gavas Tindareos en Etolia, lec'h ma timezas gant Leda.

Adlakaet e voe war tron Sparta gant skoazell Herakles, a lazhas Hipokoon hag e vibien koulz all, Lycon en o zouez.

Ur breur all en doa, anvet Ikarios (Ἰκάριος), a voe tad Penelope (Πηνελόπη).

Tad e oa da Elena Troia, Klitemnestra ha Kastor, Timandra, Phoebe ha Philonoe.


Degemer a reas Menelaus en e lez, ha leuskel gantañ e rouantelezh goude e varv.