Tinamou
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
Tinamus solitarius
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Aves | ||||
| Urzhiad : | Tinamiformes | ||||
| Kerentiad : | Tinamidae | ||||
|
|||||
An tinamoued zo evned a-orin eus Kreiz ha Suamerika. Tennañ a reont d'ar skilgegi ha d'ar c'hlujiri gant ur c'horf krenndev ha divaskell bihan.
Taolenn |
Doareoù pennañ [kemmañ]
Dre vras eo gell pe c'hris o fluñv, alies gant brizhennoù pe roudennoù teñval. Bihan eo o fenn ha hir a-walc'h o gouzoug. Diouzh ar spesadoù eo etre 150 g ha 2 kg o fouez, hag etre 15 ha 50 cm o hirder. Berr eo o divaskell ha n'int ket gwall varrek da nijal.
Heñvel eo ar pared ouzh ar parezed.
Boued [kemmañ]
Turiañ a reont an douar gant o figos hag en em vagañ diwar greun, gwrizioù, frouezh, artropoded (amprevaned, kevnid...) hag a-wechoù mellkeineged bihan (glazarded, gleskered, logod).
Preizhataet e vezont gant an dud, al lern, an tatoued hag ar skoñsed. Klask a reont en em zifenn diouzh o freizhataerien o chom difiñv. Pa vezont diskoachet e tinijont kuit ha mont da guzh er strouezh un tammig pelloc'h.
Gouennañ [kemmañ]
Da vare an embarañ en em vod ar parezed a strolladoù bihan (betek 4 evn) evit klask ur par. Hemañ a ouenn gant ar parezed a zozv pep a 3 pe 4 vi en un neizh savet en un toull, alies e-harz ur wezenn.
Goret e vez ar vioù gant ar par e-pad 20 devezh ha maget ar ploged gantañ ur miz pe zaou.
Annez [kemmañ]
Lod eus an tinamoued a vev er c'hoadegoù stank pa vez re all o vevañ e stepennoù krin.
Spesadoù [kemmañ]
Tinamidae eo ar c'herentiad nemetañ en urzhiad Tinamiformes.
9 genad ha 47 spesad tinamoued zo, en o zouez :
- genad Eudromia
- an tinamou tek (Eudromia elegans)
- genad Nothoprocta
- tinamou an Andoù (Nothoprocta pentlandii)
- genad Nothura
- an tinamou brizh (Nothura maculosa)
- genad Rhynchotus
- genad Taoniscus
- an tinamou korr (Taoniscus nanus)
- genad Tinamotis
- genad Crypturellus
- tinamou Berlepsch (Crypturellus berlepschi)
- an tinamou louet (Crypturellus cinereus)
- an tinamou gell (Crypturellus obsoletus)
- an tinamou bihan (Crypturellus soui)
- genad Nothocercus
- tinamou Bonaparte (Nothocercus bonapartei)
- genad Tinamus
- an tinamou jave gwenn (Tinamus guttatus)
- an tinamou bras (Tinamus major)
- an tinamou du (Tinamus osgoodi)
- an tinamou digenvez (Tinamus solitarius)
- an tinamou gris (Tinamus tao)
...