Timbroù Basoutoland

Eus Wikipedia
Timbr 1933
Timbr 1954

Un drevadenn saoz eus kreizteiz Afrika ar Su e oa ar Basoutoland, kelc’hiet gant Suafrika. Dizalc’h eo e 1966 dindan an anv Lesotho.

Betek 1933 e veze implijet timbroù Unvaniezh Suafrika, hep an disterañ soulgarg. Adalek ar bloaz-se e vo moulet timbroù a gavomp alies e broioù all an Impalaeriezh saoz (rummadoù Aden, Ascension, Antigua da skouer) gant an alc’hwez BASUTOLAND.

Ur rummad a bevar dimbr embannet e 1947 a ra enor da diegezh ar Roue George VI, da vare e zonedigezh ofisiel er vro.

E 1954 ez eo roet da anavezout, e-kichen poltred ar Rouanez Elizabeth II, gweledvaoù ar Basoutoland ha tudennoù en o vuhez bemdez. Soulgarget eo ar rummad-se e 1961 hag adembannet an hevelep re nemet gant moneiz ar vro ( prizioù e “cent” ha “rand” e-lec’h moneiz ar Rouantelezh Unanet).

Da vare Kuzul broadel ar Basoutoland e 1959 ez eo gouestlet un timbr da Moshoeshoe, Roue basouto, gant ar meneg Basutoland Lesotho evit ar wech kentañ.

War-dro 100 timbr (mui un nebeud timbroù-taos ha timbroù-servij) zo embannet gant ar Basoutoland, betek 1966. Gant timbroù al Lesotho e vo graet goude an dieubidigezh.