Timbroù Stadoù-Unanet Kolombia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Timbr Antiokiha
Timbr Antiokiha
Timbr Antiokiha
Timbr Antiokiha

Stadoù-Unanet Kolombia (e spagnoleg : Estados Unidos de Colombia) zo bet anv ofisiel, hervez Bonreizh Rionegro (1863), ar vro bet anavezet a-raok dindan anv Stadoù-Unanet Grenada-Nevez en Amerika ar Su.

Krouet eo bet ar c’henkevredad gant nav Stad a oa anezho (e spagnoleg) : Antioquia, Bolivar, Boyaca, Cauca, Cundinamarca, Magdalena, Panama, Santander ha Tolima, mui tiriadoù Caquetá, San Martin, Nevada ha Motilones. Pep hini a oa emren ha mestr war e aferioù. An timbroù moulet gant pep a Stad a veze implijet war he ziriad nemetken. Timbroù “broadel” Stad Kolombia a oa e gwerzh a-hend-all.

Goude ur brezel diabarzh etre daou strollad politikel pennañ ar vro (frankizourien ha mirourien) ez eo embannet ar vonreizh nevez e 1886 : kreizennet e vo ar Stad diwar-vremañ, anvet Republik Kolombia betek an amzer a vremañ.

Departamant Panama a ziviz disrannañ diouzh Kolombia e 1903 ha bezañ ur Stad dizalc’h. Gwelout Timbroù Panama.

Antiokiha (sp. Antioquia)[kemmañ]

Etre 1868 ha 1904 ez eus bet embannet war dro 150 timbr-post gant Departamant Antiokiha. Warno e lenner « E.S. de Antioquia » ha « EE. UU. de Colombia », dindan poltred ur vaouez (arouez ar Frankiz), ardamez ar vro (ar c’hondor hag ar banniel) ha penn ar jeneral Cordova. Adalek 1889 e teu ar meneg da vezañ « Republica de Colombia » e-kichen « Departamento de Antioquia ». Timbroù dibadus ha lec’hel a vo embannet e Medellin e 1890. Unan anezho zo un timbr kolombiat soulgarget “HABILITADO-MEDELLIN A.R.”.

Bolivar[kemmañ]

Timbroù Bolivar

E anv Stad emren Bolívar ez eus bet embannet 81 timbr etre 1863 ha 1904. An darn vrasañ diouto a ziskouez poltred Simón Bolívar dispac’hour meur Amerika ar Su. An tri timbr kentañ (skoed-ardamez gant priz 10 kentim ruz, 10 kentim gwer ha 1 peso ruz e liv) a vefe ar re vihanañ bet embannet a viskoazh : 1,20 sm² an tamm.

Boyaka (sp. Boyacá)[kemmañ]

Betek ar bloaz 1900 ez eus bet implijet timbroù Kolombia. Hevlene e teu er-maez un timbr 5 kentim gwer evit enoriñ Diego Mendoza Pérez. Un nebeut timbroù (13) a vo moulet da heul, an hini diwezhañ e 1904.

Kaoka (sp. Cauca)[kemmañ]

Un timbr hepken zo bet embannet e 1903, dindan anv ar “Republica de Colombia”.

Koundinamarka (sp. Cundinamarca)[kemmañ]

Dav eo gortoz 1870 evit gwelet timbroù ar Stad-se. Betek 1904 e teuy er-maez timbroù gant skeudenn ur c’hondor pe sifroù bras.

Panama[kemmañ]

Etre 1879 ha 1903 e vez embannet timbroù o tiskouez ardamez ha kartenn ar vro, soulgarget a-wechoù (“A.R. COLON COLOMBIA”). Dizalc’h eo Panama goude 1903.

Santander[kemmañ]

Ar velestradurezh emren a embann timbroù etre 1884 ha 1905, hag un timbr dibadus e 1907. Tresadenn ardamez Stad Santander zo war bep hini, war-bouez un timbr a 50 kentim skeudenn ur marc’h-tan warnañ. E 1900, 1905 ha 1907 e vez embannet e kêr Cucuta tri rummad timbroù lec’hel.

Tolima[kemmañ]

War-dro 70 timbr embannet etre 1870 ha 1904, an holl anezho o skeudennaouiñ ur c’hondor, labous-arouez ar vro. War ar rummad kentañ ez eo skrivet “EE UU DE c.” ha “E. S. DEL T. Correos de l’Estado”

Liammoù[kemmañ]