Timbroù Sina - Burevioù gall

Eus Wikipedia

Ar burevioù-post gall zo bet digor e Sina adalek abaoe bloavezhioù diwezhañ an XIXvet kantved ha dibenn ar Brezel-bed kentañ. E kerioù all an impalaeriezh e oa bet savet burevioù dindan aotrouniezh Alamagn, ar Rouantelezh-Unanet, Rusia, Italia evit aesaat an darempredoù kenwerzhel etre Sina hag ar Stadoù-se.

Timbr gall evit Sina – 1922
Timbr Indez-Sina evit Mongzeu - 1908

An diforc’h a ranker ober etre :

  • - an nav burev-post diazezet e hanternoz Sina adalek fin an XIXvet kantved : Shanghai, Tien-Tsin, Hankeou, Tche-Fou, Bejing, Amoy, Arsenal-Pagoda, Fou-Tcheou ha Ning-Po. Meret int gant melestradurezh Bro-C’hall war-eeun.
  • - ar seizh burev-post diazezet e kêrioù Su Sina digor d’ar c’henwerzh etrebroadel ha dindan aotrouniezh Indez-Sina : Canton (1901-1919), Hoï-Hao (1901-1919), Kouang-Tcheou (1906-1941), Mongtzeu (1903-1919), Pakhoï (1903-1919) Tch’ong-K’ing (1903-1919) ha Yunnan-Fou (1903-1919). Krouet e voe unan all e Long-Tchéou gant ur skrid-embann d'an 8 a viz Even 1903, met ne voe ket digoret, ha diskaret e voe ar skrid-embann digeriñ d'ar 5 a viz Gwengolo 1903[1].

Er burevioù ar strollad kentañ e voe lakaet e gwerzh etre 1894 ha 1922 timbroù gall (doareoù “Blanc”, “Mouchon” pe “Merson”) gant an alc’hwez CHINE, pe timbroù Indez-Sina dreistmoulet e sinaeg hag e galleg (“CHINE”) gant un dalvoudegezh e moneiz Sina.

Timbroù Indez-Sina, dreistmoulet gant anv pep a vurev-post an eil strollad, a voe embannet evit burevioù ar Su, e lizherennoù latin ha sinaek.

  • Burev Kouang-Tcheou : dreistmoulet e voe timbroù 1903-1904 gant an anv Kouang Tchéou-Wan
  • Burev Mongtzeu : dreistmoulet e voe timbroù 1903-1906 gant an anv MONGTZE, Mong-Tseu diwezhatoc’h ha MONGTSEU e 1908.
  • Burev Pakoï : dreistmoulet e voe timbroù 1903-1904 gant an anv PACKHOI, PAK-HOI diwezhatoc’h ha PAKHOI e 1908.
  • Burev Yunnan-Fou : dreistmoulet e voe timbroù 1903-1904 gant an anv YUNNANSEN, Yunnan-Fou pe YUNNANFOU.

Ar burevioù-post gall a voe serret d’an 31 a viz Kerzu 1922, nemet hini Kouang-Tcheou a yeas en-dro betek 1943.

Daveennoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Long-Tchéou, l'éphémère bureau indochinois en Chine, e Timbres magazine, Niverenn 173, miz Kerzu 2015, pajenn 97