Timbroù Orcha

Eus Wikipedia
Timbr Orcha - 1914
Maharajah Vir Singh Deo (1939)

Unan eus Stadoù-priñselezh India e oa Orcha da vare mestroniezh ar vro-se gant ar Rouantelezh-Unanet. Emañ an tiriad e kreiz India, e mervent Stad Charkhari, e Su Datia, e reter Jhalawar hag e biz Bhopal. Emañ bremañ e stad Madhya Pradesh an Unvaniezh Indian.

Timbroù zo bet embannet dindan anv Orcha (skrivet ORCHHA STATE) etre 1900 ha 1940-43.

War timbroù an daou rummad kentañ e arvester ardamezioù ar Stad vihan. Digempenn int avat. Adalek 1935 e kavomp timbroù bravoc’h, gouestlet an holl anezho d’ar Maharajah Vir Singh Deo, hennezh o vezañ gwisket pe e-giz un European (rummad 1935), pe e-giz un den-jentil eus India.

Timbroù India a vez implijet eno abaoe dibenn an eil Brezel-bed.