Timbroù Marienwerder

Eus Wikipedia
Timbr Marienwerder
Timbr Marienwerder

Ur gêr eus Prusia ar C’hornaoueg e oa Marienwerder, poblet gant alamanegerien ha polonegerien e deroù an XXvet kantved. Emañ e Stad bPolonia bremañ dindan anv Kwidzyn.

Hervez Feur-emglev Versailhez sinet e 1919 evit diazezañ frammoù nevez Europa goude reuz ar Brezel-bed kentañ, e tlee an darn vrasañ eus tiriad Prusia ar C’hornaoueg bezañ staget ouzh Republik Polonia. Ur boblgoulennadeg zo aozet e Marienwerder, dindan aotrouniezh Kevredigezh ar Broadoù, a-benn gouzout youl an dud a-fed o zazont politikel. Un intrudu a seurt-se a vo kemeret e lec’hioù all en Europa (Sarre, Allenstein, Silezia, Schleswig).

Evit broudañ annezidi Marienwerder da reiñ o vouezh e lakaer er-maez timbroù-post, warno tresadenn ur vaouez gant bannieloù ar stadoù “paeron” (Rouantelezh Unanet, Frañs hag Italia). Daou seurt a oa anezho : war unan e lenner ar meneg “Commission Interraliée” en nec’h ha “Marienwerder” en traoñ, tra ma kaver “Plébiscite” ha “Marienwerder Kwidzyn” war an eil. Pevarzek skouerenn eus pep doare zo e gwerzh : 5, 10, 15, 20, 25, 30, 40, 50, 60, 75 pfennig hag 1, 2, 3, 5 mark.

Timbr Alamagn soulgarget
Timbr Alamagn soulgarget

Timbroù Alamagn zo soulgarget Commission Interraliée Marienwerder , en o zouez ar rummad boutin hag anavezet-holl “Germania”. Kresket eo priz timbroù zo ivez (2 mark war ½ pfennig da skouer).

D’an 11 a viz Gouere 1920 e tiviz ar muiañ-niver eus ar voterien (92 %) stagañ ar gêr ouzh Alamagn.

Goude an eil Brezel-bed e vo adsavet a-nevez Polonia ha degemeret rannvro vMarienwerder e-barzh.