Timbroù Lituania

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
"Baltukas" - 1919
Timbr db an Dug Gediminias – 1920

E-pad an Xvet pe an XIIvet kantved, pe abretoc’h zoken, e krog istor ar postoù e Lituania ( « Lietuva » e lituaneg) gant ur sistem mesajerezh anvet krivūlė. Ur servij postoù a zo bet savet war droad e 1562, o liammañ kêrioù Vilnius gant Kraków, ha Venezia.

E 1918 e Vilnius ez eo embannet an timbroù kentañ, anavezet dindan an anv "Baltukai".

Timbr 1934

E 1940 ez eo staget ar vro ouzh an Unvaniezh Soviedel. Timbroù lituanian zo dreistmoulet gant "LTSR" koulz hag re an Unvaniezh Soviedel e Vilnius ha Raseinai (1941).

Gant an arme alaman e vo embannet, evit ar vro aloubet, timbroù gant penn Hitler, warno an dreistmouladenn ("Postgebiet Ob. Ost").

Etre 1945 ha 1990 ez vez implijet timbroù an Unvaniezh Soviedel.

Adkavout ar ra ar vro he frankiz e (1990), ha moulet timbroù diouzhtu (ar rummad "Angelas").

Timbroù kentañ embannet e 1990-91



Liammoù diavaez[kemmañ]