Timbroù Kirgizstan

Eus Wikipedia

Emañ Republik Kirgizstan e kreiz Azia. Ur Republik eus an Unvaniezh Soviedel eo bet, dindan an anv Kirgizia, a-raok ma vefe torret e liammoù gant Moskou e 1991.

Betek ar bloaz-se ez eus bet implijet eno timbroù an Unvaniezh Soviedel. Un darn anezho zo gouestltet d’ar Republik azian, da skouer e 1951 (25vet deiz-ha-bloaz Kirgizia), e 1957 (40vet deiz-ha-bloaz Dispac’h miz Here 1917), e 1960 (an dispac’hour M. Frounze), e 1962 (ar barzh Togolok Moldo), e 1963 (kantved ar stagidigezh), e 1968 (menezioù)…

Timbr kentañ Kirgizstan - 1992

Kirgizstan a embann bezañ dizalc’h e miz Eost 1991, met an timbroù kentañ a vo lakaet e gwerzh e miz C’hwevrer 1992.

Gant lizherennoù kirilleg ha latin war ur dro eo skrivet anv ar vro war bep timbr, nemet ne vez ket doujet ouzh a reolenn-se gant ar velestradurezh dalc’hmat, an anv Kirgizstan o vezañ pe e latin pe e kirilleg nemetken a-wechoù.

E miz Ebrel ha miz Even 1993 ez eus bet lakaet er-maez timbroù rusian soulgarget gant un dalvoudegezh e roubl, hag e miz Eost timbroù e moneiz ar Stad (tyiyn).

Melestradurezh Kirgizstan he deus ranket taliñ ouzh an embann timbroù faos, savet gant embregerezhioù prevez evit abegoù kenwerzhel hepken. An dastumerion a ranko diwall ouzh o frenadennoù neuze…


Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Chomlec’h : State enterprise Kyrgyz stamp

42, St. Isanova, Bishkek 720017 Kyrghyz Republic

  • Posteloù : kyrgyzmarka@netmail.kg - kgstamps@elcat.kg