Timbroù Katanga

Eus Wikipedia
Timbr Katanga dizalc’h
Timbr Kongo Velgia

Ur rannvro e su Republik Demokratel Kongo eo ar C’hatanga.

Goude ma oa embannet dizalc’hidigezh trevadenn gozh Belgia e miz Even 1960 e nac’h Moïse Tshombe sentiñ ouzh gouarnamant Patrice Lumumba hag e tisklêr e miz Gouere eo dizalc’h Stad Katanga. Padout a ray ar Stad-se betek 1962.

Implijet e veze da gentañ timbroù « Kongo Velgia » ha timbroù ar C’hongo gant ar soulgarg « Katanga ».

Ur nebeud rummadoù timbroù dindan an anv « Katanga » zo bet embannet avat.

Abaoe 1962 e vez implijet timbroù Republik Demokratel Kongo war-bouez ar prantad m’eo bet adanvet ar vro « Zaïre » (1971-1997).