Timbroù Joubaland

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Timbr ar Joubaland - 1926

Anvet eo Joubaland ar rannvro e Su Somalia, stok ouzh ar c’hKenya.

D’ar 15 a viz Gouere 1924 e ro ar Rouantelezh Unanet ar Joubaland da Italia a zo mestr war ar Somalia italian abaoe 1881.

D’an 29 a viz Even 1925 ec’h embann ar Stad italian timbroù italian soulgarget "OLTRE GIUBA", da lavaret eo “Treuz-Jouba”, ar rummad diwar-benn Viktor-Emmanuel III da skouer, pe an timbroù evit lidañ 700vet deiz-ha-bloaz marv Sant Fransez a Asiz.

D’ar 22 a viz Ebrel 1926 e teu er-maez 7 timbr warno kartenn ar vro hag ar meneg "COMMISSARIATO GENLE / DELL' OLTRE GIUBA". Heuliet e vo gant ar rummad gouestlet d’an “Institute Coloniale Italiano” dindan an alc’hwez OLTRE GIUBA.

Staget eo ar Joubaland ouzh trevadenn ar Somalia italian d’ar 1añ a viz Gouere 1926.

Dizalc’h e vo Somalia italia d’ar 1añ a viz Gouere 1960, hag a-unvouezh gant ar Somaliland saoz e savont asambles Republik Somalia.

D’an 3 a viz Gwengolo 1998 ec’h embann an Emsav Brogarour Somalian eo dizalc’h ar Jubaland, e-maez Republik Somalia, tachenn-vrezel etre meuriadoù ha strolladoù a bep seurt. Betek an 11 a viz Even 1999 e pado ar Stad nevez hep bezañ anavezet gant ar gumuniezh etrebroadel. N’eus ket bet embannet timbroù gant an ensavadur-se war a seblant.

Gwelet : Timbroù Somalia italian