Timbroù Gwalior

Eus Wikipedia
Ar Rouanez Victoria

Emañ Gwalior e hanternoz India, 122 km e su Agra. Ur “Stad-priñselezh” emren eo bet, gwarezet gant ar Rouantelezh-Unanet a-raok bezañ un tiriad eus Unvaniezh India. E Stad kevreadel ar Madhya Pradesh ar emañ bremañ, e rannbarzh Patiala.

Etre 1884 ha 1887 ez eus sinet un emglev etre melestradurezh kreiz India (dindan dalc’h ar Rouantelezh-Unanet) ha Stadoù bihan Gwalior, Nabha, Faridkot, Chamba, Jhind, ha Patiala hag a aotren servijoù-post ar priñselezhioù da soulgargañ gant o anv timbroù an India saoz, dindan diviz e asantont sentiñ ouzh reolennoù a-zivout priz an timbroù, an dasparzhañ lizhiri…

Ar Roue George V

Adalek 1885,bloavezh an emglev, e vez soulgarget timbroù an India saoz, warne poltred ar Rouanez Victoria hag ar Roue Edward VII ha George VI gant ar gerioù « GWALIOR » e saozneg hag en hindieg.

Timbroù Gwalior zo bet lakaet un dermen d’o implij d’ar 1añ a viz Genver 1951. Timbroù India a vez graet gante adal ar 1añ a viz Ebrel 1950.