Timbroù Gres - Burevioù gall

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Etre 1812 ha 1923 eo aet en dro burevioù-post dindan kiriegezh melestradurezh ar Frañs e kêrioù liesseurt an Impalaeriezh Otoman. Bro-C’hall a oa unan eus an nav Stad o doa marc’hataet gant an dTurked gwirioù er-maez lezennoù an tiriadelezh gant ar raktres kreskiñ an eskemmoù kenwerzhel etre Frañs hag ar Reter Nesañ. Evit a sell al lizhiri e felle da bPariz fonnusaat an darempredoù etre ar varc’hadourien c’hall hag ezporzhourien an impalaeriezh.

E Kreta, Palestina, Turkia, Gres, Liban, Egipt e vo digoret burevioù-post meret gant ar velestradurezh gall e kreiz an XIXvet kantved. Timbroù gall boutin gant meneg anv ar vro zo bet moulet eta.

Gant Feur-emglev Lausanne e 1923 e vo lakaet un dermen d’ar servij dasparzhañ-se.

Kerioù gresian Kavala, Porzh-Lagos, Dedeagh ha Vathy a oa bet dalc’het en Impalaeriezh otoman, en desped da zizalc’hidigezh Bro-Hellas e 1830. Staget e vint ouzh Gres e deroù ar Brezel Bras.

Kavala[kemmañ]

Timbr gall evit Kavala, doare Merson

Ur porzh eus Trakia war vord ar Mor Egaios eo, anvet Kavala (Καβάλα e gresianeg). Pinvidikaet gant greantelezh ar butun e-pad an XIXvet kantved, ar gêr he deus degemeret ur burev-post gall etre miz Genver 1874 ha miz Eost 1914.

Etre 1893 ha 1900 ez eus deuet er-maez nav timbr gall doare “Groupe” soulgarget “Cavalle” hag e 1902-1911 seizh skouerenn eus ar rummadoù Blanc, Mouchon ha Merson gant ar meneg “Cavalle” ha prizioù e piastr.

Staget eo ar porzh ouzh Bro-Hellas e 1914.

Porzh-Lagos[kemmañ]

Timbr gall evir Porzh-Lagos – 1893

Emañ Lagos e Trakia, etre Kavala er C’hornog ha Dedeagh er Reter. Bet eo bet ur porzh-arsav evit listri ar gompagnunezh « Messageries Maritimes ». Dindan beli Bulgaria e chom e-pad ur prantadig goude Brezel ar Balkanoù, met lonket eo gant Gres e 1914.

Ur burev evit dasparzhañ al lizhiri zo digor etr miz Genver 1874 ha miz Ebrel 1875 dindan an anv « Lagos ». Etre 1880 ha 1898 eo digor en dro gant an anv Porzh-Lagos (« Port-Lagos » e galleg).

Burevioù postoù Aostria hag Egipt zo bet eno ivez.


Dedeagh[kemmañ]

Timbr gall evit Dedeagh - Doare Mouchon

A-drugarez d’an ezporzhiañ butun eo diorret porzh Dedeagh anvet « Dedeagatch » gant an Durked hag « Alexandropoulis » gant ar C'hresianed. Goude Brezel ar Balkanoù (1912-1914) hag aloubadeg verr arme Bulgaria eo degemeret Dedeagh er Stad c’hresian.

Digoret eo burevioù-post ar velestradurezh gall d’ar 1añ a viz Genver 1874 ha serret d’ar 16 a viz Ebrel 1915. Gant Aostria zo bet digoret ur burev-post ivez.

Vathy (Samos)[kemmañ]

Timbr gall evit Vathy

Vathy (gresianeg : Βαθύ - Vathý), zo unan eus parrezioù hag eil kêr vrasañ Enezenn Samos, e reter Bro-C’hres, tost-tre ouzh aodoù Turkia.

11 timbr gall soulgarget “Vathy” zo bet embannet ha lakaet e gwerzh e 1893-1900

Serret ar burev-post e 1914, ar bloaz m’eo staget ouzh Gres.